Steredenn

ur voull plasma gant ur galonenn, ar wrez ret da loc'hañ un argerzh teuziadur nukleel From Wikipedia, the free encyclopedia

Steredenn
Remove ads

Ur steredenn, pe ur sterenn, zo ur voull plasma zo ken bras he zreuzkiz (meur a gantad miliadoù kilometroù) hag he zolz ken e tizh al lodenn greiz – ar galonenn – ar wrez ret (war-dro ur milion a gelvinoù d'an nebeutañ) da loc'hañ un argerzh teuziadur nukleel. Kas a ra ar steredennoù eta skinadurioù er spektr gwelus, en eneb d'ar pep brasañ eus ar planedennoù evel an Douar hag a resev o energiezh dreist-holl eus ar steredenn pe eus ar stered a gelc'htroont en o zro. E-pad ul lodenn vras eus he buhez, kent d'he fourvezioù energiezh da vont da hesk, e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc'h enebiñ : ar gravitadur, a c'hallfe lakaat ar steredenn da gouezhañ en he foull warni hec'h-unan, hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel, a c'hallfe, war ar c'hontrol, lakat ar sterenn da darzhañ. An Heol e-unan zo ur steredenn dibar a-walc'h zo heñvel a-walc'h e zolz, war-dro 2×1030 kg, ouzh hini ar stered all.

Thumb
An Heol, ar steredenn dostañ d'an Douar
Remove ads

Perzhioù heverk

Ur steredenn zo ur c'horf-egor o treiñ warnañ e-unan. Sferek eo e stumm tamm-pe-damm, rak pladet eo ar pennoù-ahel gant nerzh ar steredenn o treiñ, ha frammet eo gant ar graviter. Pa grou ar steredenn ez a hidrogen hag heliom d'he ober dreist-holl. E-pad ar pep brasañ eus he buhez, e c'hoarvez en he c'hreiz un argerzh teuzadur nukleel. Ul lodenn eus an energiezh produet evel-henn zo skignet dindan stumm gouloù gwelus. An danvez a ya d'he ober zo ionizet hogos penn-da-benn abalamour d'ar wrez uhel zo en he c'hreiz.

An Heol eo ar steredenn dostañ d'an Douar. A-drugarez d'an energiezh a skign ez eo ganet ar vuhez. Seblantout a ra kalz skedusoc'h evit an holl stered all abalamour m'emañ tostoc'h : an eil tostañ d'an Douar, Alpha Centauri C zo 250000 gwezh pelloc'h. Peurliesañ ne weler ar steredennoù all nemet diouzh an noz, dindan stumm pikoù lugernus, pa ne vez ket mouchet o sked gant hini an Heol.

Bodet e vez ar stered e-barzh galaksiennoù. En ur c'halaksienn zibar, evel hon hini, Hent-Sant-Jakez, emañ meur a gantadoù miliardoù stered. E-barzh ar galaksiennoù e c'hall ar stered bezañ bodet e koskoriadoù liesek (un nebeud stered) pe e druilhadoù (eus meur a zegad da meur a gantad miliadoù stered).

E kartenn an oabl e weler ivez strolladoù stered anvet steredegoù. E gwirionez, ar strolladoù-se zo un touell a zeu eus gwered ar bannerezh mentoniezhel. Ar stered a ya d'ober ur steredeg a vez peurliesañ gwall zisheñvel o fellder diouzh an Douar, ha dre-se emaint e lec'hioù disheñvel eus an egor.

Ur steredenn he deus un tolz etre 0.07 ha 300 gwezh hini an Heol (par e-unan da 300000 gwezh hini an Douar, da lâret eo war-dro 2 x 1030 kg). Er c'horfoù-egor zo disteroc'h o zolz ne c'hall ket loc'hañ argerzhioù teuzadur nukleel an hidrogen. Er c'horfoù brasoc'h avat e vez distabilderioù a laka anezhe de goll o zolz. Buhez ur steredenn zo diouzh an tizh ma tegouezh an dazgweredoù nukleel enni : Seul uheloc'h eo tolz ar steredenn seul brimoc'h eo an dazgweredoù nukleel ha seul verroc'h eo buhez ar sterenn. Ne bad buhez ar stered zo o zolz e-touez ar re vrasañ nemet un nebeud milionoù a vloavezhioù hepken. Padout a ra ur steredenn evel an Heol e-tro 10 miliard a vloavezhioù.

Remove ads

Ganedigezh ar stered

Krouiñ a ra ar steredennoù pa zesach ur goumoulenn gaz warni hec'h-unan ha pa rann e meur a gentsteredenn a domma a vuzul ma strishaont. Ur wezh kresket a-walc'h ar wrez e kalon ar steredenn e krog an hidrogen da deuziñ en heliom, ar pezh a bourchas an energiezh a vir outi a zesachañ warni hec'h-unan. Kregiñ a ra neuze prantad pennañ buhez ar steredenn. Kaset e vez kuit tamm-ha-tamm an energiezh produet gant ar steredenn, war un dro dre gendoug ha dre skignañ hag e kuita gorre ar steredenn dindan stumm skinadur, avelioù steredel ha neutrinoioù. Goude se e tepant hec'h emdroadur diouzh he zolz. Seul vrasoc'h eo seul varrekoc'h eo ar steredenn da gregiñ dazgweredoù teuziñ gant elfennoù kimiek pounneroc'h-pounner. Gallout a ra kevanaozañ karbon, ha goude se oksigen, neon, ha kement zo...

Produet e vez hogos an holl elfennoù pounneroc'h evit an heliom er stered (komz a reer eus kevanaoz nukleel steredel) e prantadoù diwezhañ o emdroadur. Pa vez bras a-walc'h tolz ur steredenn dezhi da gevanaozañ houarn ez eo tonket da echuiñ dindan stumm ur supernova : entarzhañ a ra he c'halon ha dispennet eo he gwiskadoù diavaez gant an argerzh. An dilerc'hioù lezet gant entarzhadenn ar galonenn zo ur c'horf fetis-kenañ, hag a c'hell bezañ pe ur steredenn neutronek, hag a c'haller dizoleiñ a-wezhioù dindan stumm ur pulsar, pe un toull du. Ar stered zo bihanoc'h o zolz a echu o buhez en doare habaskoc'h : koll a reont tamm-ha-tamm ar pep brasañ eus o zolz, a ya d'ober goude se un nivlenn bladennedel, strizhañ a ra goustadik o c'halonenn ha stummañ ur gorrez wenn.

Remove ads

Ar stered tostañ d'an Heol

Setu amañ skeudenn teirmentek lec'hiadur en 31 steredenn a zo tro-dro d'an Heol en ur voull 15 bloavezh-gouloù he zreuzkiz ; hervez an hedkorn hag al ledkorn eo reizhiad an daveennoù steredoniel.
Livet eo ar stered hervez o doare skalfadel, n'eo ket o liv gwirion. Ar steredennoù daougement pe dric'hement zo diskouezet a-vern ; an hini tostañ d'an Heol eo al lec'hiadur gwirion.
Lod steredennoù a c'heller gwelout gant al lagad, lod na c'heller ket abalamour ma'z eus kalz korrstered en o zouez.

Thumb

Liammoù diavaez

  • (fr) Prezegenn : « Petra eo ar stered ? » (gant Sylvie Vauclair)

Levrlennadur

  • Marc Séguin & Benoît Villeneuve, Astronomie & Astrophysique, Masson, 1995 (ISBN 2761309294)
  • Joachim Herrmann, Atlas de l’astronomie, le livre de poche, coll. « encyclopédies d’aujourd’hui », 1998 (ISBN 225306453X)
Muioc'h a ditouroù Koskoriad an Heol ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads