Struskañval

From Wikipedia, the free encyclopedia

Struskañval
Remove ads

Ar struskañval a zo un evn bras, dic'houest da nijal, Struthio camelus an anv skiantel anezhañ.

Muioc'h a ditouroù Rummatadur filogenetek, Anv skiantel ...
Remove ads

Doareoù pennañ

Thumb
Ur struskañval,
luc'hskeudennet e Tanzania.

An evn brasañ er bed eo hiriv an deiz : etre 1,80 m ha 2,50 m a uhelder eo e vent ha war-dro 140 kg eo e bouez.

Hir eo e c'houzoug hag e bavioù, bihan e benn ha berr e zivaskell. An evn nemetañ eo gant daou viz ouzh pep troad.

Daoust d'e bouez eo gouest da redek buan a-walc'h (45 km/eur).

Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed : ar pared zo du o fluñv ha gwenn pennoù o divaskell hag o lost p'eo gris-gell re ar parezed hag an evned yaouank.

Remove ads

Boued

Debriñ a ra plant ha loened bihan. Lonkañ a ra mein bihan a-benn aesaat ar c'hoazhadur.

Darempredoù


Annez hag isspesadoù

Thumb
Tiriad isspesadoù ar struskañval.

War vihanaat eo aet tiriad ar struskañval gant an amzer. Ma veve gwechall en Afrika a-bezh hag e kornôg Azia ne vev bremañ nemet e Afrika ar Reter hag Afrika ar Su.

Tri isspesad zo dezhañ hiziv an deiz :

Remove ads

Liamm diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads