Suis

stad en Europa From Wikipedia, the free encyclopedia

Suis
Remove ads

Ur stad eus Europa eo Suis (en alamaneg Schweiz, e galleg Suisse, en italianeg Svizzera, e romañcheg Svizra) a zo ur vro eus kreiz-kornaoueg Europa gant Alamagn, Frañs, Italia, Aostria ha Liechtenstein en-dro dezhi. Gant hec'h anv latin Helvetia e vez graet ivez. Bern eo he c'hêr-benn.

Fedoù berr-ha-berr Kêr-benn, Kêr vrasañ ...
Remove ads

Douaroniezh

Rannet eo Bro-Suis e tri zakad meur : menezeg ar Jura, Uhelgompezenn Bro-Suis hag an Alpoù suis. An uhelgompezenn eo an hini stankañ war dachenn ar boblañs hag an armerzh.

Istor

Sellout ouzh ar pennad istor Suis.

Savet e oa Kengevread Bro-Suis d'ar 1añ a viz Eost 1291. An deiz-mañ eo a zo lidet evel deiz ar vro diwar neuze. Techet eo bet Suis da chom neptu en istor, n'he deus ket ezelet d'an ABU nemet e 2002.

Politikerezh ha melestradurezh

Gwelout ar pennad kantonioù Suis.
Ur c'hevread a gantonioù eo abaoe 1848. E 26 kanton eo rannet ar vro hiziv hon deiz.

Aozadurioù etrebroadel

Sez meur a aozadur etrebroadel he deus : Poellgor Etrebroadel ar Groaz Ruz, eil brasañ sez Aozadur ar Broadoù Unanet goude New York, Ofis ar Broadoù Unanet e Geneva, Bank ar Paeamantoù Etrebroadel hag ar Poellgor Olimpek Etrebroadel.

Ezel eo Suis eus an Takad Schengen hag eus Kevredigezh Frankeskemm Europa, n'eo ket nag eus Unaniezh Europa nag eus Takad Armerzhel Europa avat.

Renk Suis er bed

Evit an "neveziñ" e oa Suis da gentañ er bed e 2012 ha 2013 hervez skol-veur Cornell (USA), Insead (Frañs) hag Aozadur bedel ar perc'hennañ spered[1].

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads