Tellus
doueez roman, a dalv kement ha Mamm-Douar From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Tellus, pe Tellus Mater, pe Terra mater, zo un doueez roman, par d'an doueez Gaia e relijion Hellaz kozh. Mamm eo da Uranus ha Sadorn. Terra Mater ha Tellus Mater a dalv kement ha Mamm-Douar e latin; Mater, mamm, a zo un titl roet da doueezed arall.
Pedet e veze gant ar Romaned pa grene an douar.

A-bouez e oa al labour-douar e relijion ar Romaned, aes eo kompren neuze e veze kehelet an Douar. Aliesoc'h e kaver an anv Tellus eget hini Terra en enskrivadurioù. Ciceron a wele div garg disheñvel da bep hini eus an div zoueez, Keres ha Tellus: d'an eil frouezh an douar, d'eben an douar.
Kalz pobloù o deus azeulet un doueez mamm.
Ar C'hermaned war lez an Elbe hag an Oder a zeule an doueez Nerthus.
Remove ads
Gerioù deveret
Diwar an anv Tellus eo bet savet an anv-gwan tellurico a gaver e bar en holl yezhoù latin.
Gouelioù
Gouelioù ar maezioù (Fordicidia)
Liamm diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

