The Great Dictator

From Wikipedia, the free encyclopedia

The Great Dictator
Remove ads

The Great Dictator (An Diktatour Meur e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Charlie Chaplin e 1940.

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Titl ...
Thumb
Charlie Chaplin e roll Adenoid Hynkel.
Remove ads

Fichenn deknikel

  • Doare : Film brezel, Drama, Komedienn,
  • Skoazellerien-sevener : Wheeler Dryden, Alex Finlayson, Dan James ha Robert Meltzer,
  • Senario ha divizoù : Charlie Chaplin,
  • Kevredad produiñ : Charles Chaplin Film Corporation,
  • Produour : Charlie Chaplin,
  • Rener produiñ : Alfred Reeves,
  • Renerien ar skeudenniñ : Karl Struss ha Roland Totheroh,
  • Ijinourien ar son : Glenn Rominger ha Percy Townsend,
  • Aozerien ar sonerezh orin : Charlie Chaplin ha Meredith Willson,
  • Kinklour : J. Russell Spencer,
  • Dilhataerien : Wyn Ritchie ha Ted Tetrick,
  • Frammer : Willard Nico ha Harold Rice,
  • Farder : Ed Voight
  • Luc'hskeudenner leurenn : Bill Wallace,
  • Prantad filmañ : ,
  • Lec'hioù filmañ : meur a lec'h e Kalifornia,
  • Deiziad dont er-maez : 15 a viz Here 1940 (Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet), 16 a viz Kerzu 1940 (Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet), 4 a viz Ebrel 1945 (Bro-C'hall Bro-C'hall), 9 a viz Ebrel 1946 ( Italia), 26 a viz Eost 1958 (Alamagn Alamagn),
  • Padelezh : 124'.
Remove ads

An danvez

E ghetto yuzev ur gêr bennak e vev ur barver dister hag a zo heñvel-vi ouzh Adenoid Hynkel, diktatour Tomania anezhañ ha mennet da ziouennañ an holl Yuzevien. Da-geñver ur skrapadeg ez eo harzet ar barver, a-gevret gant Schultz, enebour touet Hynkel...

Ur film istorel pe faltazi?

Kemeret e vez tud wir er film, evel Hitler ha Mussolini, met cheñchet e vez an anvioù evit ober evel ma vefe ur film faltazi. Deskrivet e vez er film fedoù istorel gwir: ar politikerezh a-enep ar Yuzevien, ar c'hampoù-bac'h, aloubidigezh Aostria... En dibenn ez eus ur gemmennadenn a vroud ar pobloù hag ar soudarded d'en em sevel a-enep an diktatourien.

Ar memes aktour a c'hoari tudenn an Diktatour ha tudenn an troc'her-barv yuzev; moarvat evit ober goap ouzh ar ouennelouriezh ha diskouez eo ingal an holl dud.

Roll ar gomedianed pennañ

  • Charlie Chaplin : ar barver yuzev/Adenoid Hynkel (diktatour Tomania),
  • Paulette Goddard : Hannah,
  • Jack Oakie : Benzini Napaloni (Diktatour Bacteria),
  • Reginald Gardiner : ar c'homandant Shultz,
  • Henry Daniell : Garbitsch,
  • Billy Gilbert : ar marichal Herring,
  • Grace Hayle : an itron Napaloni,
  • Carter De Haven : kannad Bacteria,
  • Maurice Moscovitch : an aotrou Jaeckel,
  • Emma Dunn : an itron Jaeckel,
  • Bernard Gorcey : an aotrou Mann,
  • Paul Weigel : an aotrou Agar,
  • Chester Conklin : ur pratik eus ar barver,
  • Robert O. Davis, Eddie Dunn, Eddie Gribbon, Peter Lynn, Hank Mann, Esther Michelson, Nita Pike, Florence Wright.
Remove ads

Liamm diavaez

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads