Tiberius II Constantinus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Tiberius II Constantinus (Tiberius Cōnstantīnus e latin ; Τιβέριος Κωνσταντῖνος Tibérios Kōnstantĩnos en henc'hresianeg), marvet d'ar 14 a viz Eost 582, a oa impalaer roman ar reter adalek 574 betek 582.
E 574 e oa fallaet yec'hed an impalaer Justinius II, ma vennas envel e jeneral da gaesar ha d'e advabañ. E 578, pa oa Justinius II o vervel, e roas dezhañ an titl a Augustus, da lavarout eo a genimpalaer. Div sizhun goude e varvas Justinius, ha setu Tiberius da impalaer nemetañ, dindan an anv a Gonstantinus, betek e varv.
War e lerc'h e renas e vab-kaer, ar jeneral Mauritius, dimezet d'e verc'h Constantina.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
