Unvaniezh evit ul Luskad Poblel

From Wikipedia, the free encyclopedia

Unvaniezh evit ul Luskad Poblel
Remove ads

An unvaniezh evit ul luskad poblel pe (UMP)[1] a oa ur strollad politikel gall, a oa anvet "Unvaniezh evit muiañ-niver ar prezidant" (Union pour la majorité présidentielle) pa oa krouet a-benn harpañ koulzad ar prezidant Jacques Chirac evit bezañ dilennet un eil gwezh e 2002. Ezel eo eus ar strollad poblek europat, hag eus an Unvaniezh demokratel etrebroadel, a vod strolladoù politikel kreizennour eu an tu dehou er bed a-bezh.

Fedoù berr-ha-berr Tachenn obererezhioù, Deiziad krouiñ ...

Bodañ a ra an RPR ha Démocratie libérale. War-dro an div drederenn eus dilennidi an UDF o deus lakaet o anv en UMP pa oa krouet. Ur bodad eus an nerzhioù gaolist, frankizour ha kreizennour eu an tu dehoù eo eta. Disklêriañ a ra an UMP ez eo ar c'hentañ strollad politikel eus Bro-C'hall dre niver e izili (338 554 d'ar 17/04/07)[2].

E miz Mae 2015 e teu da vezañ Les Républicains ("ar Republikaned") an anv.

Remove ads

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads