Uthr Bendragon

From Wikipedia, the free encyclopedia

Uthr Bendragon
Remove ads

Uthr Bendragon, pe Wthyr Bendragon, a oa un tiern ag ar Vrezhoned e Breizh-Veur er VIvet kantved. Tad ar roue Arzhur hervez ar mojennoù.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Anv-bihan ...

Un dave berr da Uthr a gaver er varzhoniezh hengembraek, mes e vuhez a voe skrivet en XIIvet kantved gant Galfridus Monemutensis en e levr anvet Historia Regum Britanniae ("Hannes Tierned Breizh"). Un denenn amduek e hañval bout el lennegezh hogen un tiern kreñv ha difennour e dud.

Remove ads

El lennegezh kembraek

Er varzhoneg Pa Gwr yw y Porthawr, e Levr Du Caerfyrddin ez eus kaoz eus Mabon fab Modron, gwaz da Uthr. En ur varzhoneg all, Ymddiddan Arthur a'r eryr, ez eus anv eus un ni da Arzhur, anvet Eliwlad, a zo mab da Madog fab Uthr : breur da Arzhur eo Madog eta.

Meneg zo eus Uthr en unan eus Trioedd Ynys Prydain ivez, "Tair Prif Hud Ynys Prydain" (niv.28), ma lavarer dezhañ deskiñ da Venw fab Teirgwaedd (un den a zo kaoz anezhañ en danevell Culhwch ac Olwen) unan eus tri zra hud pennañ Preden.

Remove ads

Gant Jafrez Menoe

En Historia Regum Britanniae eo kontet e istor gant Jafrez Menoe war un dro gant hini Arzhur. Mab eo Uthr d'ar roue Cystennin II ha breur eo da Emrys Wledig. E Breizh eo bet maget evit e ziwall diouzh kasoni Gwrtheyrn.

Levrlennadur

  • (cy) Meic Stephens, Cydymaith i Lenyddiaeth Cymru, Gwasg Prifysgol Cymru, 1993 (ISBN 0-7083-0915-1)
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads