Bhatarsaigh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Bhatarsaigh (distaget [vaʰt̪əɾs̪aj]), Vatersay e saozneg, zo un enezenn stok ouzh Enez Barraigh, en Inizi Gall, e Bro-Skos, hag anv kêriadenn nemeti an enezenn. Stag eo ouzh Barraigh gant ur chaoser echuet e 1991[1]. Pa vez izel ar mor eo stag ouzh Uineasan ivez er reter.

Ar c'hornôkañ lec'h poblet e Skos eo. Theiseabhal Mòr eo al lec'h uhelañ gant 190 m. 90 den a oa o chom enni e 2011[2].
Remove ads
Loened
Dourgon ha kerc'heized zo en enez. Bonnie Prince Charlie's flower (ar bleunioù Calystegia soldanella), a vije deuet diwar had skoet gant Bonnie Prince Charlie, ne vezont gwelet nemet e Bhatarsaigh hag Eirisgeigh.
Peñse
E miz Gwengolo 1853 e c'hoarvezas peñse glac'harus al lestr Annie Jane, un teirgwern hag a oa o vont eus Liverpool da Vontreal.
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
