Vodka
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar vodka zo un died alkoolek (37%-97%) treuzwelus, graet diwar lambig patatez pe greun ed (gwinizh, segal...). Graet e veze e broioù Europa ar Reter (Polonia, Rusia, Ukraina, Finland...) ha stank e vez kavet er broioù-se ma vez graet gant etre 4 000 ha 5 000 merk kenwerzhel disheñvel. E 2005 e oa deuet da vezañ an alkool gwerzhet ar muiañ er bed. E broioù Europa e rank bezañ da nebeutañ 37,5% a alkool ennañ hervez lezenn (peurvuiañ e vez 40%) ; er Stadoù Unanet e rank bezañ da nebeutañ 40%.
Remove ads
An anv
Vodka zo ur ger deveret eus ar ger voda, a dalvez kement ha "dour" er yezhoù slavek. Talvezout a ra ar ger vodka eta kement ha "dourig". Skrivet e vez водка e rusianeg, wódka e poloneg.
Liamm diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads