Traversia lyalli
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Traversia lyalli[1] a oa ur spesad golvaneged munut eus ar c'herentiad Acanthisittidae.
Anvet e voe Traversia lyalli (kentanv) da gentañ-penn (e 1894) gant an evnoniour breizhveuriat Lionel Walter Rothschild (1868-1937).
E miz Ebrel 1892 e krogas savadur un tour-tan e Stephens, un enezennig lec'hiet e Strizh-mor Cook (etre Enez an Norzh hag Enez ar Su e Zeland-Nevez). Eno e kavas ar strollad labourerien kaset di ur bern laboused, Callaeas cinereus, Philesturnus carunculatus, Turnagra capensis hag evned bihan-bihan all en o zouez. Enaouet e voe an tour-tan d'an 29 a viz Genver 1894 ha lakaet ur skipailh tri diwaller d'ober war e dro. War a seblant e oa bet degaset d'an enezenn ur gazhez reoù vihan warni d'ar c'houlz-se. N'eo ket souezh 'ta ma voe kaset relegoù evned bihan-kenañ, e-kerzh 1894, ganti pe unan eus he bisigoù da di unan eus an diwallerien. A drugarez da zDavid Lyall, un eiler dezhe hag evnoniour amatour war un dro e voe roet ar spesad nevez da vezañ anavezet gant Rotschild[2] : se zo kaoz e toug anv skiantel ar spesad hini Lyall.
Kerkent kavet ha kerkent aet da get koulz lavaret (n'eo ket bet gwelet liv al laboused abaoe 1899), emichañs abalamour ma paotaas ar c'hizhier en enezenn vihan evel ma voe displeget e klozadur un embannadenn skiantel deuet e-maez e 2004[3].
Hiziv an deiz ne chom nemet ar spesad Xenicus gilviventris er genad Xenicus dre m'eo aet da get reoù longipes ha lyalli.
Remove ads
Doareoù pennañ

treset gant Keulemans (1907).
Boued
Annez
Kavet e veze ar spesad en ezennig Stephens (Zeland-Nevez)[4].
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads