Yoleg

yezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ar yoleg pe yola a oa ur skourr eus ar c'hrennsaozneg hag a emdroas en un doare dieub en Iwerzhon ar reter. Komzet e veze gant Saozon o doa heuliet Strongbow ha Robert Fitzstephen da gontelezh Wexford e 1169. Peogwir o doa tapet kalz elfennoù eus ar sevenadur iwerzhonat e vezent dianzavet gant Saozon Bro-Saoz a lâre e oant "muioc'h iwerzhonat eget an Iwerzhoniz".

Fedoù berr-ha-berr Yoleg (*dianav), Perzhioù ...

E baronelezh Forth ha Bargy e veze komzet ar yoleg dreist-holl. An darn vrasañ eus ar yolegerien o doa dilezet o yezh evit an iwerzhoneg a-raok emgann Kinshale (1601) met un nebeudig anezho a chome e XIXvet kantved c'hoazh.

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads