Ar c'hof, pe an tor, zo ul lodenn eus korf ar mellkeineged, etre ar brusk hag al lestr. Kavenn ar c'hof a vez graet eus an egorenn enklozet ennañ. Lodenn diwezhañ ar c'horf eo e lod divellkeineged, evel an amprevaned.
Antoine Christophe Agbepa Mumba, pe Koffi Olomidé, lesanvet roue ar rumba kongoat pe Le grand Mopao, ganet d'an 13 a viz Gouhere 1956 e Kisangani, e Republik Demokratel Kongo, zo un c'haner, saver pozioù ha produer sonerezh. E 1986 en doa krouet ar strollad Quartier latin international en deus roet lañs da arzourien yaouank evel Suzuki Luzubu 4x4, Bouro Mpela pe Fally Ipupa, deuet brudet-mat en Afrika. Krouet en deus ul label anvet Koffi Central e 2013.