Fantasia (film)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fantasia a zo ur film saoznek, sevenet gant un toullad a filmaozerien stadunanat[1].
Trivet film bevaat ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Pinocchio (e miz C'hwevrer 1940) hag a-raok Dumbo (e miz Here 1941). Un heuliad d'ar film — Fantasia 2000 an titl anezhañ — a zeuas e-maez e miz Kerzu 1999.
Diviz ebet er film-mañ — panevet an danevellerien, Mickey Mouse ha rener al laz-seniñ — dre ma ya bommoù sonerezh klasel brudet-kenañ :
- Toccata und Fuge d-Moll BWV 565 gant Johann Sebastian Bach (1685-1750),
- Chtchelkountchik gant Pyotr Ilyitch Tchaikovskiy (1840-1893),
- L'Apprenti sorcier gant Paul Dukas (1865-1935),
- Sakridigezh an Nevez-Amzer (Весна священная e rusianeg) gant Igor Stravinskiy (1882-1971),
- 6. Sinfonie gant Ludwig van Beethoven (1770-1827),
- Danza delle ore gant Amilcare Ponchielli (1834-1886),
- Nozvezh war ar Menez Moal (Ночь на Лысой горе e rusianeg) gant Modest Mousorgskiy (1839-1881),
- Ellens dritter Gesang (pe Ave Maria) gant Franz Schubert (1797-1828)
d'ober an eizh rann eus an oberenn. Sonet e voe, evit an darn vrasañ anezhe, gant Laz-seniñ Philadelphia renet gant Leopold Stokowski (1882-1977).