Latveg
yezh valtek komzet e Latvia / From Wikipedia, the free encyclopedia
Yezh ofisiel Latvia eo al latveg. Dindan an anvioù latvieg[1] ha letoneg[2] ez eo anavezet ar yezh ivez. War-dro 1,4 milion a dud a gomz latveg e Latvia, ha 150 000 e broioù all. Komzet e vez latveg gant kalz tud evel yezh estren, ur perzh dibar evit ur yezh vihanniver. Abalamour da bolitikerezh yezh Latvia e vez komzet latveg gant tro-dro da 30 % eus ar vinorelezh kenelel (924 000 den enni). O kreskiñ emañ implij al latveg er vuhez pemdeziek.
Latveg (latviešu valoda) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Latvia, Aostralia, Belarus ha 15 bro all |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 1,5 milion (bed a-bezh)
400 000 evel eil yezh |
Renkadur : | 160 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Latvia kenofisiel e Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Kreizenn latvek ar stad |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | lv |
ISO 639-2 | lav |
ISO 639-3 | lav |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh valtek eo al latveg, kar d'al lituaneg, daoust ma ne c'hall ket komzerien an eil yezh hag eben en em gompren.
Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar 16vet kantved, gant eiladur ar Pater noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis Sebastian Münster, e lizherennoù latin.