![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f7/Electron_shell_008_Oxygen_-_no_label.svg/langbr-640px-Electron_shell_008_Oxygen_-_no_label.svg.png&w=640&q=50)
Oksigen
From Wikipedia, the free encyclopedia
An oksigen[1], pe an oksijen[2], zo un elfenn gimiek e skourr ar c'halkogenoù, 8 eo he niver atomek ha O hec'h arouez.
Dizoloet e voe gant ar c'himiour svedat Carl Wilhelm Scheele en Uppsala e 1772. Dont a ra ar ger eus ar gresianeg oxys (trenkenn) ha gennan (genel), ur ger dibabet gant ar c'himiour gall Antoine Lavoisier hag e wreg e 1777.
Pa vez reizh ar gwrezverk hag ar wask eo an oksigen ur gaz diatomek : an dioksigen, aroueziet O2. En aergelc'h e vez kavet an atom oksigen peurliesañ e stumm molekulennoù dioksigen.
Ar volekulenn ozon (trioksigen, O3) zo ur gaz metastabil hag a gaver e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h, dreist-holl el lec'h ma sil darn eus ar skinoù uslimestra a zeu eus an Heol. Abaoe un nebeud dekvloaziadoù e kresk paoter an ozon en aer e live al leur abalamour da obererezh an Den. Produet e vez an ozon pa vez rannet an oksidennoù azot a vez taolet pa zev an treloskoù karrekaet e-pad an devezhioù tomm, dindan gwered skinoù uslimestra an Heol. Pistrius hag oksidus-kenañ eo an ozon.