From Wikipedia, the free encyclopedia
Ælle Sussex (anvet ivez Aelle pe Ella) a vefe bet roue kentañ Sussex, hiriv e Bro-Saoz, etre 477 betek war-dro 514, hervez andonioù kozh. Ken nebeut a dra a ouzer diwar e benn ma ne c'heller ket lavarout sur e oa bet anezhañ.
Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe dilestret Ælle hag e dri mab e-kichen ur beg-douar (anvet Selsey Bill hiziv - dindan ar mor emañ al lec'h resis moarvat, ur reuzeulenn-draezh zo Owers hec'h anv - ha stourmet en defe ouzh ar Vrezhoned[1]. En un emgann e Pevensey e 491 o defe ar Saozon lazhet un niver bras a enebourien ha lakaet ar re all da dec'hout kuit[1]. Daoust ma ne c'heller ket gwiriekaat munudoù an hengounoù-se e tiskouez anvioù-lec'h Sussex e oa bet poblet stank ar vro gant ar Saozon hag abred-tre, ar pezh a zamveneg e oa e-touez ar broioù kentañ da vezañ aloubet ganto.
Ælle eo ar roue kentañ meneget gant ar c'hronikour Beda en VIIIvet kantved, hag anvet e vije bet aotrou war an holl rouantelezhioù angl-ha-saoz[2]. En IXvet kantved e ro ar C'hronik angl-ha-saoz an titl a "vBretwalda" dezhañ daoust ma n'eus prouenn ebet e tougas anezhañ e-pad e vuhez. N'ouzer ket pegoulz e varvas Ælle ha dianav eo anv e warlerc'hiad e penn Saozon ar su[1].
Ma'z eus bet anezhañ e veve Ælle er prantad nebeutañ anavezet eus istor Bro-Saoz[3] E deroù ar Vvet kantved e oa roman Proviñs Britannia abaoe muioc'h eget tri c'hantved. An enebourien bennañ neuze e oa ar Bikted, eus kaledonia, hag ar Ouezeled, anvet Scoti d'ar mare-se, hag a deue eus Iwerzhon. Ken dañjerus all avat e oa ar Saozon. An anv-mañ a voe roet gant ar Romaned d'an dud a oa o chom en norzh d'ar pezh a zo Bro-Alamagn hiziv, hag e su ledenez ar Jutland. Argadegoù ar Saozon en arvorioù su ha gevred Bro-Saoz a zegase kudennoù bras, ken e savas ar Romaned kreñvlec'hioù al Litus Saxonicum e fin an Trede kantved, ha ma kroujont ar garg a gont da zifenn ar vro outo. Echuiñ a reas an aotrouniezh roman e Britannia e deroù ar Vvet kantved. Ar bloaz roet da gustum da verkañ fin an aotrouniezh roman en Enez-Vreizh a zo 410 pa gasas an impalaer roman Honorius lizhiri d'ar Vrezhoned ma lare e tlejent en em zifenn o-unan. Kaset kuit e oa bet an darn vrasañ eus al luioù roman gwarnizonet e Britannia meur a wezh da stourm evit meur zanvez-impalaer roman, hag e 410 e tispartijont da viken.[4],[5]
Goude an darvoud-se e teu ar mammennoù da vezañ ral-tre met hervez ar manac'h brezhon Gweltaz o defe goulennet ar Vrezhoned ur skoazell digant ar c'honsul roman Aetius, e fin ar bloavezhioù 440 moarvat, ha nac'h reiñ skoazell a reas. Hag ar penn brezhon Vortigern neuze da gouviañ goprsoudarded eus ar c'hevandir da zont da stourm ouzh ar Bikted a oa oc'h aloubiñ e vro. E penn ar re-se edo Hengist ha Horsa, hag en em savet e vijent a-enep Vortigern goude, ma voe brezel e-pad un hir a amzer.
Deuet eo vefe an alouberien - Saozon, Angled ha Juted - a-benn da gontroliñ un darn eus Preden met un emgann bras o defe kollet en Emgann Badon (ne ouzer ket e pelec'h d'ar just). Hervez klaskourien zo e vefe bet Ælle e penn al lu saoz faezhet[6] tra ma argas reoù arall ar mennozh-se[7]
Un distag o defe gounezet ar Vrezhoned evel-se hag e padas ar peoc'h betek an ampoent ma oa Gweltaz o skrivañ, da lâret eo eus fin ar Vvet kantved betek kreiz ar VIvet kantved[8],[9]. Un tammig goude amzer Gweltaz e krogas ar Saozon gant o argadennoù adarre hag e fin ar VIvet kantved e oa aet tout ar su eus Preden dindan gontrol an alouberien.[10]
Daou andon a veneg anv Ælle. An hini koshañ a zo Historia ecclesiastica gentis Anglorum, un istor an iliz saoz skrivet e 731 gant ur manac'h saoz, Beda e anv. Beda a liv Ælle evel unan eus ar rouanez angl-ha-saoz o doa ar pezh a anve an Imperium war an holl broviñsoù war-du su ar stêr Humber. Gant aotrouniezh e vez troet Imperium peurliesañ. Ul listenn a rouaned bet roet dezho an Imperium a ro Beda hag an hini kentañ eo Ælle. Menegiñ a ra ivez ne oa ket kristen ar roue-se rak livañ a ra ur roue diwezhatoc'h evel an hini kentañ o vont e-barzh rouantelezh an neñv.[2]
An eil andon a zo ar C'hronik angl-ha-saoz, un dastumad a vloazdanevelloù strollet asambles e rouantelezh Wessex war-dro 890 dindan ren Alfred Veur. Teir arroudenn he deus ar c'hronik diwar-benn Ælle etre 477 ha 491[11].
Kenaozet e voe ar c'hronik 400 bloaz goude an darvoudoù met gwirheñvel eo e implijas ar c'hroniker testennoù koshoc'h hag andonioù hengounel evel sagaoù. N'eo ket posupl da lârout avat eus pelec'h e teu al linennoù-se[12] Dleout a reer notenniñ o-doa ar memes stêr krembreiz ha brezhoned d'ar mare-hont.[13]
Tri eus al lec'hioù meneget a c'hell bezañ anavezet. Aod Cymen ("Cymenes ora" en destenn orin) a zo dindan ar mor hiziv met diouzh daveoù diwezhatoc'h e c'heller dezastum edo e-tro su Selsey Bill war-du ar reter eus Enez Wight. Div draezhenn a verk al lec'h hiziv[14]. "Andredes leag" a zo ar Weald, a oa ur goadeg d'ar mare-hont hag en em astenne eus Hampshire betek norzh Sussex ha "Andredes cester" a zo ar c'hastell roman savet e Pevensey war vevenn ar gêr[14][15]
Menegiñ a ra ar c'hronik Ælle ur wech arall er pennad a zanevell ar bloaz 827. Eno emañ lakaet e-touez an eizh "bretwaldaed", pe "Renerien Preden". Strollañ a ra ar c'hronik ar seizh re bet meneget gant Beda gant Egbert Wessex.[16] Bez e eus kalz tabutoù e-touez ar glaskourien diwar-benn ar pezh a dalvez ar ger-se ha diwar-benn lec'hed beli Ælle e su Bro-Saoz[17],[18] Merzout a reer ivez ez eus un toull bras etre Ælle hag an eil roue war listenn Beda. Ceawlin Wessex a grogas da ren e fin ar VIvet kantved, ar pezh a c'hellfe diskouez un arsav en aotrouniezh angl-ha-saoz[15].
Andonioù koshoc'h eget Beda a veneg Saozon ar su met pas Ælle. Diwezhat a-walc'h eo an dave koshañ, avat, rak e 692 emañ : ur garta sinet gant Nothelm Sussex a en em c'halve "Roue Saozon ar Su"[19]. Kartaoù a zo skridoù ofisiel ma ro ur roue pe un den galloudus arall douaroù d'e dud pe d'an Iliz. Pouezus-tre ez int evit hon anaoudegezh eus istor Bro-Saoz met n'eus karta orin ebet koshoc'h eget ar VIIvet kantved[20],[21]
Bez ez eus skrivagnerien arall a c'hell o skridoù sklêrijennañ mare Ælle, ha ne venegont ket anezhañ pe e rouantelezh. An taolennadur a ra Gweltaz eus stad Preden e deroù ar VIvet kantved a zo talvoudus evit a re a fell dezho kompren istor an aloudabegoù angl-ha-saoz. Procopius, un istorour eus Bizantion a skrive nebeut amzer goude marv Gweltaz en doa enklozet ur pennad diwar-benn Preden en e oberenn. Enni e lâr e oa ken niverus pobloù Preden - Brezhoned, Saozon ha Friziz - e tivrojont da rouantelezh ar Franked e niver bras pep bloaz[22]
Gwiriekaet eo an amzeriadoù roet gant ar C'hronik angl-ha-saoz gant un dielfennadur eus anvioù-lec'h ar vro. Eus an anvioù-lec'h e -ing o fenn, evel Worthing pe Angmering e teu an titouroù pouezusañ. Eus ur stumm koshoc'h e -ingas e teuont. Hastings, evit skouer, e teu eus Hæstingas, ar pezh a dalvez ar re oc'h heuliañ unden Hæsta e anv.[23]
Eus kornôg Selsey Bill da reter Pevensey e c'heller kavout ar stankder brasañ eus an hevelep seurt anvioù e Preden. Bez ez eus 45 anvioù-lec'h eus an doare-se e Sussex hag an anvioù-den e teuont anezho a oa paouezet da vezañ implijet kent ar VIIvet kantved peurliesañ, pa zeu an teulioù skrivet war wel adarre. Krediñ a reer neuze eo an anvioù-se sinoù eus bezañs kummuniezhoù saoz stabil er rannvro adalek ar Vvet kantved pe ar VIvet kantved.[23][24]. Ouzhpenn-se ez eus nebeut-kenañ a anvioù-lec'h predenek e Sussex. Ne dalvez ket o deus ar Saozon lazhet pe kaset kuit an holl boblañs orin, daoust d'ar pezh zo lâret e pennad 91 ar C'hronik angl-ha-saoz. Damvenegiñ a ra, avat, e oa niverus tre an embroidi ha ne lezjont ket kalz lec'h d'ar Vrezhoned.[15]
Ne c'hell ket an traoù-se prouiñ eo gwir an amzeriadoù roet gant ar C'hronik pe e oa ur roue Ælle e anv, me damvenegiñ a reont un aloudabeg kozh ha diazezidigezh ur rouantelezh stabil adalek ar VIvet kantved[23][24]
Ma'z eo rik an amzeriadoù roet gant ar C'hronik Angl-ha-Saoz emañ ren Aelle e kreiz astennerezh angl-ha-saoz ha a-raok peuraloubadeg ar vro. Gwirheñvel eo ivez e c'hoarvezas emgannoù Aelle a-raok Emgann Badon. An dra-mañ a zisplegfe an arsav hir - 50 pe 60 bloavezh - e lignez ar "bretwaldas" : ma padas ar peoc'h gounezet gant ar Vrezhoned betek an eil hanterenn eus ar VIvet kantved eo reizh na oa penn-brezel angl-ha-saoz ebet o aotrouniañ Bro-Saoz e-pad ar prantad-se. Martezeadenn un arsav e astennerezh e araokadenn an Angled-ha-Saozon a zo kreñvaet gant danevell Procopius a liv un divroerezh eus tud Preden davet rouantelezh ar Franked er VIvet kantved[15] Klokañ a ra Procopius gant ar pezh a anavezer diwar-benn trevadennerezh Breizh. War a seblant e teue un darn eus an drevadennerien eus Dumnonia hag anv Dumnonia ha Kernev a rojont d'ar rannvroioù kentañ a berc'hennjont.[25] Un dra bennak a lakaas war sav fluz an Angled hag ar Saozon eus ar c'hevandir betek Preden d'ar mare-hont war a seblant.[26]
Klokañ a ra amzeriadoù emgannoù Aelle gant ar pezh a anavezer diwar-benn an darvoudoù e rouantelezh ar Franked war-dro an amzer-hont. Unvaniñ ar Franked en-doa graet Hlodwig Iañ er bloavezhioù 480 ha posupl eo en-doa o c'hontrol war Mor Vreizh lakaet ar vorlaerien sakson da vont war-du Preden kentoc'h war du ar c'hevandir.[26]
Posupl eo neuze e oa ur roue istorel Aelle e anv a vefe dilestret eus ar c'hevandir er Vvet kantved hag en defe aloubet ar pezh a zo Sussex hiziv. Ur penn-brezel pouezus e oa marteze en defe aotrouniet ur gevredad Angled-ha-Saozon oc'h aloubiñ Preden. An dra-mañ a c'hell bezañ en orin ar brud a vroudas Beda d'e ouzhpennañ da listenn ar Bretwalda[27]. Klokañ a ra ivez an emgannoù meneget er C'hronik angl-ha-saoz gant un aloudabeg eus Sussex eus ar c'hornôk war du ar reter ouzh un harz kaled a-walc'h da badout 14 bloaz[15] Ar rannvro a gontrolle en em astenne betek Hampshire ha traonienn an Tavoez uhel marteze, met, er c'hontrol eus ar pezh a skrive Beda, ne endalc'he ket an holl dirioù e su an Humber.[28]
N'eo meneget marv Aelle neblec'h ha ne anavezer netra diwar-benn e vibien pe istor Sussex betek 675 pa voe badezet roue Saozon ar su, Æthelwalh[29]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.