Bro-Saoz

From Wikipedia, the free encyclopedia

Bro-Saoz
Remove ads

Bro-Saoz (pe Angleter[1]; saozneg: England /ˈɪŋlənd/) eo ar vrasañ eus ar peder broad a zo er Rouantelezh-Unanet.

Ur pennad saoz zo ivez.
Muioc'h a ditouroù Arouezioù broadel, Yezh vroadel ...

War-dro 50 763 000 annezad a oa o vevañ eno e 2006. Londrez eo ar gêr-benn. Un harz he deus gant Bro-Skos en norzh, Kembre er c'hornôg ha Kerne-Veur er mervent. A-hent-all eo kelc'hiet gant morioù : Mor an Hanternoz, Mor Iwerzhon, ar Mor Keltiek, Kanol Bristol ha Mor Breizh.

N'eus yezh kefridiel ebet, met ar saozneg eo ar yezh vehikular ha yezh an dud dre vras. Al lur sterling (£) eo ar moneiz kefridiel.

Tennañ a ra hec'h anv saoznek (England) eus ur bobl eus Germania graet an Angled anezho, hag a stalias en Enez Vreizh er Vvet ha VIvet kantved, an anv brezhonek a zeu eus anv ur bobl all, hini ar Saksoned.

Remove ads

Istor

Pennad dre ar munud: s.o. Istor Bro-Saoz
Pennad dre ar munud: s.o. Rouantelezh Bro-Saoz

Dezvad er Rouantelezh-Unanet ha politikerezh

Pa voe krouet Parlamant Skos, Bodadenn Kembre ha Bodadenn Iwerzhon an Norzh gant Gouarnamant Tony Blair erru er galloud e 1997 e voe "digreizennet" ar galloud e Bro-Saoz etre nav Bodadenn rannvroel. Kement-se a loc'has ur stourmadeg evit krouidigezh ur Parlamant saoz ha zoken, evit broadelourion saoz zo, dizalc'hidigezh Bro-Saoz ha freuz ar Rouantelezh-Unanet.

Tuetoc'h eo Bro-Saoz eget ar peurrest eus ar Rouantelezh-Unanet gant ar Strollad mirour, a zo dreistpouezus e levezon amañ. Ar Strollad frankizour-demokrat zo kreñv dreist-holl er Mervent (Kuzulioù-Kontelezh Kernev-Veur, Devon ha Somerset zo bleniet gantañ), pa 'z eo kreñvlec'hioù ar Strollad Labour lec'hiet dreist-holl e Norzh ar Vro.

Remove ads

Amaezhierezh diabarzh

Rannet eo Bro-Saoz e nav Rannbarzh, rannet o-unan e kontelezhioù.

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads