From Wikipedia, the free encyclopedia
Ambrosius Aurelianus, Emrys Wledig e anv kembraek, a oa ur brezelour brezhon, pe brezhon romanekaet, er Grennamzer uhel.
Roudoù skrivet anezhañ zo eus ar bloaz 435 betek ar bloaz 460. Kalonekaet ha frammet en deus difenn ar Vrezhoned ouzh ar Saksoned e 455.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Tad | Constantine |
Breur pe c'hoar | Uthr Bendragon, Digain, Merion, Erbin of Dumnonia |
Micher | monark |
Floruit | 475 |
Krouet gant | Jafrez Menoe |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Prantad | Impalaeriezh roman |
Ur soudard eus ar vrientinelezh vreizhek-ha-roman e oa. Stummet e oa bet diouzh an teknikoù roman ha kregiñ a reas da vrezeliñ ouzh ar Saksoned e 460, ur brezel a roas brud vras d'an hini a yelas d'e heul, Uther Pendragon. N'eo ket ken brudet Ambrosius Aurelianus avat, daoust ma'z eo bet bras e berzh e difenn Enez Vreizh hag en hini an Arvorig ivez.
Kar da Paol Aorelian, avieler Bro-Leon, e vefe bet.
Hervez skrid Gweltaz, De Excidio Britanniæ, e stourme ouzh Vortigern war-dro ar bloaz 430. Re gozh e vefe evit bezañ an hini meneget gant Nennius : diwar-se e kreder e c'hallfe bezañ bet daou Ambrosius, tad ha mab, hag o dije brezeliet ouzh ar Saksoned.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.