Amerika Latin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Amerika Latin a vez implijet peurliesañ da dalvezout kement hag un tiriad eus Douar an Tan betek Mec'hiko gant an unvaniezh sevenadurel da heul:
- komzet e vez yezhoù latin e peurvuiañ eus ar broioù : spagnoleg ha portugaleg dreist-holl, ha galleg e kornioù zo a-wechoù; met ral eo e vije graet anv eus ar broioù gallek pa gomzer eus Amerika Latin.
- un tiriad 22 milion km² e c'horread ha 540 milion e boblañs hag a gav e identelezh en o istorioù trevadennel hag o stourmoù dizalc'hiezh heñvel, terkañ an diriegezh hag an darempredoù sokial[1].
Suamerika, Kreizamerika ha lod eus Norzhamerika (Mec'hiko, zokenoc'h New Mexico) zo enni.