From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhadur ha yezhoniezh e vez lavaret amzer-dremenet strizh (e latin: praeteritum) eus un amzer yezhadurel en tremened hag a dalvez da zeskrivañ un ober pe un darvoud peurachu a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek.
E berr-gomzoù e talvez an amzer-dremenet strizh da verkañ an amzer-dremenet en un tu hag an arvez strizh en tu all war un dro, enebet ouzh an amzer-amdremenet amstrizh, da skouer[1]:
E brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dremenet strizh hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"
Ne vez implijet nemeur an amzer-dremenet strizh er yezh komzet avat, implijet kentoc'h en e lec'h an amzer-dremenet kevrennek, displeget gant ar verb-skoazell "ober" pe heptañ, da skouer:
Ne vez implijet an amzer-dremenet strizh nemet dre skrid gant ul live-yezh lennegel er galleg a-vremañ, implijet en he lec'h a-hendall an amzer-dremenet kevrennek, da skouer:
E spagnoleg e vez enebet an amzer-dremenet strizh ouzh an amzer-dremenet kevrennek hag ivez ouzh an amzer-amdremenet, disheñvel takas implij pep hini an eil e-keñver ar re all, da skouer:
E galizeg n'implijer verb kevrennek ebet, ha neuze ne vez enebet an amzer-dremenet strizh ouzh amdremenet nemetken, da skouer:
E saozneg e stager an dibenn "-(e)d" ouzh gwrizienn ar verboù reizh evit sevel diwarne an amzer-dremenet strizh. Ne gemm ket stumm ar verb nag evit merkañ ar gour nag evit merkañ an niver, da skouer:
Meur a verb amreizh ez eus avat, savet an amzer-dremenet strizh alies dre kemmañ vogalenn bennañ gwrizienn ar verb, da skouer:
Er yezh unvan e tiforc'her, dres evel e saozneg, etre an amzer-dremenet strizh (Präteritum) hag an amzer-dremenet kevrennek :
E Norzh Alamagn e tiforc'her c'hoazh etre implij an amzer-dremenet strizh hag implij an amzer-dremenet kevrennek. E su ar vro avat e vezer techet da implijout an amzer-dremenet kevrennek nemetken hag oc'h ober gant an amzer-dremenet strizh dre skrid.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.