Kab e penn pellañ Kerne, e kornôg Breizh From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar C'hab evel m'emañ distaget gant tud ar vro, pe ar C'hab-Sizun (Le Cap-Sizun e galleg) pa vez kaoz anezhañ e douaroniezh, e istor pe ez-ofisiel, a zo e penn pellañ Kerne hag a glot gant Kanton Pontekroaz.
Dont a ra e anv leun, diimplij bremañ e brezhoneg, eus anv Enez-Sun (diwar Sizun).
En hanternoz emañ Bae Douarnenez, er c'hreisteiz emañ Bae Gwaien. Er reter emañ ar Vro-C'hlazik hag ar Vro-Vigoudenn. Er c'hornôg emañ Bae an Anaon, etre daou veg: Beg ar Raz ha Beg ar Vann; ha dirak Beg ar Raz emañ Enez-Sun.
Kantvedoù-pad e voe aber ar Waien, da vezañ komprenet evel ar Wazhienn(-vor), ur skoilh bras etre al lodenn vrasañ e gwalarn ha Ploeneg ha Mahalone gevred. Pontekroaz e penn an aber a voe lec'h ar c'henwerzh a, diouzh-se lec'h ar galloudoù. Gwaien, ur porzh pesketaerien bihan a-walc'h a-raok an 19vet kantved a zo aet da vezañ kreñvoc'h a-fed niver ar boblañs ha lec'hiadur ar servijoù publik
Klotañ a ra kumunioù ar C'hab gant an 12 a zo e kanton Pontekroaz kozh a zo bet kendeuzet gant hini Douarnenez, met ne glot ket gant Kumuniezh kumunioù ar C'hab Sizun, pa n'hellas ket kumun Enez-Sun mont e-barzh, en abeg ma n'eus ket tailhoù lec'hel da vezañ rannet evit ar servijoù etrekumunel.
N'eus banniel ofisiel ebet evit ar c'horn-bro-se, koulskoude eo bet kinniget unan gant Mikael Bodlore-Penlaez. Ne reer ket kalz gantañ avat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.