Plougoñ
kumun Penn-ar-Bed From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Plougoñ [ploˈgõ̞ː][2] a zo ur gumun eus Kerne-Izel e kanton Douarnenez e Bro ar C'hab, e kornôg pellañ Breizh. Eno emañ Beg ar Raz.
Remove ads
Douaroniezh
Istor
Dispac'h Gall
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Gall, person, ha Salaün, kure[3].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 81 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,20% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Maroko
- Mont a reas un eilmestr eus ar gumun diwar wel d’an 23 a viz Gwengolo 1925 pa gouezhas e garr-nij eus ar morlu gall e Chefchaoued[5].
Eil brezel-bed
- Mervel a reas 37 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- Un nijerez alaman Focke-Wulf Fw 200 C-3 (marilhet WNr 0041 ha kodet KD+BC) a gouezhas e Leskoñ d'ar 17 a viz Meurzh 1941; pemp nijour a voe lazhet, unan all a varvas tri miz war-lerc'h[7].
- 1añ a viz Mae 1944: Plougoñ a zo un "tachad dañjerus" abalamour d'an "derroristed"; dont a ra an Alamaned abred diouzh beure da glask war-lerc'h "spontourion", da lâret eo tud ar Rezistañs; c'hwitet o zaol gante[8].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas tri milour eus ar gumun, daou er Viêtnam hag unan er C’hambodja[9].
Brezel Aljeria
- Lazhet e voe ur c’horporal en aerlu gall eus ar gumun d’ar 15 a viz Eost 1956 en Aljer (departamant Setif)[10].
Kreizenn nukleel
- E Plougoñ e oa e oa ur greizenn nukleel da vezañ savet a-raok 1981, e Feunteun Aod (gwelet Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ).
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- An iliz katolik.
- Tour-tan ar Wrac'h Vras.
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[11].
- Monumant ar re varv er blasenn; dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1983, luc’hskeudenn[12].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Melestradurezh
Tud
- Olive Danzé (1906-1968), seurez kevrinadez.
Gevelliñ
Liammoù diavaez
- (fr) Lec'hienn ofisiel ti-kêr Plougoñ
- (br) Plougoñ war lec'hienn Geobreizh
- (fr)
- (fr)
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads