From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar banne gwin (nederlandeg : Het glas wijn) a zo un eoullivadur bet livet gant an arzour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1658-1660. War ziskouez emañ er Gemäldegalerie e Berlin. En daolenn e weler ur vaouez azezet hag un den ar e sav oc'h evañ ur banne gwin e diabarzh un ti. Arouezius eo an oberenn eus ar re bet savet gant arzourien skol Delft e dibenn ar bloavezhioù 1650, diwar skouer oberennoù Pieter de Hooch. Gwelout a reer div dudenn en un ti sklaer ha bras, ha resis eo munudoù arkitektouriezh an ti. Gwelout a reer ivez emañ an div dudenn e-kreiz an daolenn, ha n'eo ket er foñs.[1]
Ar banne gwin | |
Johannes Vermeer, 1658 - 1660 | |
eoullivadur war lien | |
25,5 × 30,25 cm | |
Gemäldegalerie | |
Berlin | |
Alamagn |
Diskouez tud oc'h evañ ha merc'hed oc'h evañ a zo diazezet war "Ur porzh izelvroat" gant De Hooch. Deuet eo a-benn Vermeer da bellaat diouzh patroù De Hooch koulskoude : pinvidikoc'h eo an ti ziskouez deomp, evel ma verzer pa seller ouzh an doubier, an daolenn ouzh ar voger a-dreñv an den hag an ardamez a weler er prenestr digor.[1]
En daolenn e kaver elfennoù boutin da veur a oberenn bet savet gant Vermeer. En e daolenn Ar plac'h he banne gwin (1659–1660) e weler daou baotr, met ivez ur vaouez ouzh taol gant ur banne gwin en he dorn. Damheñvel eo ivez al leur hag ar prenestr[2]. Ar picher gwin a adkaver ivez en e daolenn "Plac'h o vorediñ" (1657).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.