C'hwezhekvet lizherenn meur a abjad semitek eo zayin (lagad), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ע) , siriek (ܥ) hag arabek (ع).

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kentañ ouzh hini ul lagad.

Distaget e veze (LFE) [ʕ] er penn-kentañ hag er yezhoù semitek a-gozh hag ivez en arabeg a-vremañ. Mut eo peurliesañ en hebraeg hag e sirieg a-vremañ. E yidicheg e talvez d'ar vogalenn e.

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek omikron O, estruskek Z, latin O ha kirillek O.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizhernn-mañ da 70.

Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.