Lizherenneg hebraek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Div lizherenn warn-ugent zo el lizherenneg hebraek. Implijet eo evit skrivañ meur a yezh komzet gant ar yuzevion, dreist-holl an hebraeg met ivez ar yidicheg, al ladinoeg hag ar yuzev-arabeg. Klasket ez eus bet, met en aner, skrivañ an hebraeg gant lizherennoù latinek en Israel. Skrivet e vez a dehou da gleiz.
Ne oa ket ul lizherenneg e gwirionez er penn kentañ, met kentoc'h un abjad, da lâret eo ne veze skrivet nemet ar c'hensonennoù. Tamm-ha-tamm avat e oa bet ijinet doareoù da diswel penaos distagañ ar vogalennoù, da gentañ o oc'h implijet lizherennoù kensonennel evel matres lectionis ha war-lerc'h dre krouiñ ur sistem pikoù ha skrapoù bihañ anvet niqqud.
Savet e oa al lizherenneg hebraek diwar patrom al lizherenneg fenikek war-du diwezh an eil milved a-raok Jezuz.
Diorroet e oa bet ar stil a vez implijet hiziv hag a reer skritur karrezennek outañ en IIvet kantved a-raok Jezuz Krist diwar skouer al lizherenneg arameek a veze implijet gant ar yuzevion evit skrivañ en hebraeg abaoe ar VIvet kantved a-raok Jezuz Krist.
Ne vez graet diforc'h ebet etre lizherennoù bras (pe bennlizherennoù) ha lizherennoù bihan, met lizherennoù zo o deus ur stumm ispisial pa vezont implijet e diwezh ur ger.
Peurliesañ ne vez implijet an niqqud nemet evit levrioù evit ar vugale pe c'hoazh evit levrioù sakr evit bezañ sur e vo distaget mat pep ger. Ouzhpenn ar sistem-se ez eus ur sistem skrapoù all a dalvez da diskwel penaos e rank bezañ kanet pep ger en Torah.
Pep lizherenn a dalvez ivez evel un niverenn (d.s. alef = 1) hag implijet e vez an talvoudoù niverennek-se er Qabbalah evit jediñ ster kuzh ar gerioù.
Pa weler en daoelenn daou stumm disheñvel evit an hevelep lizherenn ez eo an hini a-gleiz ar stumm a vez implijet pa degouez e diwezh ur ger.
Remove ads
Gwelet ivez:
Liammoù diavaez:
- Omniglot. Lec'hienn diwar-benn ar doareoù-skrivañ (e saozneg).
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads