![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/38/Ruk_genskii_battalion_1917.jpg/640px-Ruk_genskii_battalion_1917.jpg&w=640&q=50)
Batailhon ar maouezed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Batailhon ar Maouezed a vez graet eus unvezioù savet gant maouezed nemetken. Savet e oant bet goude Reveulzi C'hwevrer gant Gouarnamant da c'hortoz Rusia. Pal kentañ an unvezhioù-se e oa ar spi da reiñ nerzh-kalon en-dro d'al lu da genderc'hel ar stourm er C'hentañ Brezel-bed.
Nevez-amzer 1917, unvezioù argadiñ paotred ha batailhonoù ar marv a voe savet adal emouestlidiprest da vezañ penn an argadennoù rusian er brezel. Raktal ma voent krouet e oa bet maouezed o c'houlenn, dre sinadegoù, kaout ar gwir emezeliñ en unvezioù lu ar pezh a oa bet degemeret. Pelloc'h ez ae lod o c'houlenn ma vefe savet unvezioù maouezed nemetken. Ar vaouezed-se, gant harp ofiserien uhel ha pennoù ar melestradurezh, a soñje pe implije arguzenn ar propaganda evit ma vefe entanet en-dro al lu rusian.
Skeudenn soudardezed kalonek a vefe hervez holl harperien ar mennozh un diaz evit stabilat an talbenn a oa o vont da vrujun.
Pemzek unvez a voe savet e 1917, gant ar 1añ Batailhon maouezed ar Marv. Un unvez all ar 1añ Batailhon Maouezed eus Petrograd a oa savet nebeut sizhunvezioù war-lerc'h. Goude-se e oa bet an 2l Btailhon Maouezed ar Marv eus Moskva, an 3de Batailhon Maouezed Argadiñ eus Kuban oa bet savet en Ekaterinodar.
Peder unvez kehentiñ a voe savet ivez e Moskva ha Petrograd. Siehz unvez kehentiñ a voe savet e Kiev ha Saratov, ur wech c'hoazh e oa bet implijet unvezioù prevez savet gant maouezed nemetken eus ar c'hêrioù-se. Ul lusk a voe kroget gant unvezioù niverusoc'h-niverusañ maez servij eus al lu o vezañ savet e kêrioù lies dre Rusia a-bezh. Un unvez soudardezed eus ar morlu a oa bet krouet en Oranienbaum, ar 1añ Rannad Maouezed ar Morlu, o vezañ ul lodenn eus ar rannad troadegiezh gourdoniñ ar morlu rusian.
Ar gazetennerez stadunanat Bessie Beatty a istime e oa e-tro 5000 soudardez en unvezioù-se e fin 1917. N'eus nemet ar 1añ Batailhon Maouezed ar Marv ha Batailhon Perm a voe kaset d'an talbenn.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/38/Ruk_genskii_battalion_1917.jpg/320px-Ruk_genskii_battalion_1917.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/06/Batall%C3%B3n-muerte-rusia--insiderussianrev00dorrrich.png/640px-Batall%C3%B3n-muerte-rusia--insiderussianrev00dorrrich.png)
Lod izili eus an unvezioù-se a gemeras perzh en emgannoù ar Brezel diabarzh rusian, o stourm a-bep tu, ar batailhonoù-se ne voent ket degemeret e luioù ar re Wenn, al lu Gwer, al Lu Zu, na forzh pese lu pe strolla dpolitikel o stourm a-enep ar Volcheviked.