From Wikipedia, the free encyclopedia
Beltram Gwesklin a oa ur goprsoudard eus ar Grennamzer, ezel eus unan eus koshañ tiegezhioù Breizh. Ganet e oa bet e 1320 e Bronn e-kichen Dinan, ha marvet e oa d'an 13 a viz Gouere 1380 dirak Châteauneuf-de-Randon, e bro Velai en Okitania. E servij roue Bro-C'hall Charlez V e voe, anvet da gonestabl Bro-C'hall gantañ. Unan eus tudennoù Roman national Bro-C'hall eo deuet da vezañ adalek an XIXvet kantved.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Bertrand Du Guesclin |
Anv-bihan | Bertrand |
Titl noblañs | Kont |
Deiziad ganedigezh | 1320s, 1320 |
Lec'h ganedigezh | Bronn |
Deiziad ar marv | 13 Gou 1380 |
Lec'h ar marv | Chastèlnòu de Randon |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis, Monument du cœur de Bertrand du Guesclin |
Breur pe c'hoar | Olivier du Guesclin |
Pried | Jeanne de Laval-Tinténiac, Tiphaine Raguenel |
Yezhoù komzet pe skrivet | krennc'halleg |
Micher | milour, marc'heg |
Karg | Constable of France |
Deroù ar prantad labour | 1335 |
Grad milourel | Constable of France, Constable of Castile |
Korf an arme | Lu |
Mab henañ Roparzh II Gwesklin (1300-1353), aotrou la Motte-Broons hag e wreg Chann Malesmains (marvet e 1350), intron Sens. E vilded (lavaret a reer diwar e benn e oa « an hini divalavañ etre Roazhon ha Dinam ») hag e daerded a dalvezas dezhañ dismeg e dad.
Abalamour da se e voe dav dezhañ gounit doujañs an noblañs diwar-bouez beg e gleze. Merzet e voe adalek e yaouankiz abalamour d'e nerzh, d'e oueskter ha dre ma oa douget d'ar c'hann. E-pad un tournez a oa difennet dezhañ kemer perzh ennañ, e faezhas holl e enebourien, kent nac'hañ en em gannañ gant e dad en ur izelaat e c'hoaf dre zoujañs da vare ar c'hrogad (evit brasañ souezh an arvesterien). 15 vloaz e oa.
Dont a reas Gwesklin da vezañ brudet e 1357 o kemer perzh e difenn Roazhon a oa sezizet gant Yann Gent, dug Lancaster. Adoubet e voe neuze gant Eleastre Marès, e kastell Montmuran en Ivineg, hag hennezh a lakaas anezhañ Kabiten Pontorson ha Menez-Mikael-ar-Mor. Diskouez a reas e galonegezh e-kerzh ar brezel a rae e reuz etre Charlez Bleiz ha Yann Moñforzh evit hêrezh dugelezh Breizh oc'h harpañ kostezenn an hini kentañ.
Meur a vuhezskrid zo bet savet :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.