Roazhon
kêr-benn Breizh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Roazhon (distaget ['rwa:zõn] peurliesañ[2]) eo eil brasañ kêr Breizh goude Naoned, e kember ar Gwilen hag an Il e reter ar vro, e Breizh-Uhel. Ur rol melestradurel ha armerzhel pouezus he deus. Kêr-benn ha sez prefeti rannvro velestradurel Breizh eo, pennlec'h ha sez prefeti departamant Il-ha-Gwilen, sez ar Rannvro vilourel Kôrnog, Akademiezh Roazhon ha lez-varn galv Roazhon lec'hiet e savadur Breujoù Breizh. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned. 216 815 annezad en deus ar gêr e 2017, 335 092 en tolpad kêrel, 447 429 en tolpad-kêr ha 727 357 en tolead kêr (e 2016).
Ur rol a-bouezh en deus c'hoariet Roazhon e Istor Breizh. En he Iliz-veur e veze kurunet Duged Breizh. Sez Breujoù Breizh e teuas da vezañ goude ma voe staget Breizh ouzh Bro-C'hall. Aze e tarzhas Emsavadeg ar paper timbr e 1675 ha an Dispac'h gall e 1789. Un tann-gwall bras a zistrujas ul lodenn eus ar gêr kozh e 1720, adsavet er giz klasel.
E Roazhon emañ sez mediaoù rannvroel evel Ouest-France ha France 3 Ouest, embregerezhioù er greanterezh (labouradeg PSA La Janais, an TNKK) hag er genad tredeel. Ur pol imbourc'h eo ivez.
Remove ads
Douaroniezh
Diazez Kêr Roazhon en em gav ouzh kember ar stêrioù Ill ha Gwilen.
Kumunioù amezek
Anv
- Stummoù skrivet
- Anne-Marie Rouanet-Liesenfelt ː Condate (It. Ant.) ; Redonas (Not. Dig.) ; Civitas Redonum (Not. Gall.) ; Condate (Tab. Peut.) ; Rhedonicam, Redonicam (Gregor Teurgn) ; Civitas Riedonum (CIL), C R (war mein-bonn ː Civitas Riedonum).
- Erwan Vallerie ː Civitas Redonum, IVvet ; Redonas, IXvet ; Reygnes, 1291 ; Reynes, 1295, 1313 ; Rengnes, 1337 ; Resne, 1340 ; Raynes, 1352.
- Gerdarzh
- condate = kember
- Redonum, Roazhon = eus anv ar meuriad galian Redones a oa staliet el lodenn-se eus Arvorig en eil kantved kent J.-K.
A-raok amzer an doare-skrivañ peurunvan e veze kavet meur a stumm skrivet : Roazon[3] e Leon, Kerne ha Treger, dre vras, ha Roahon[4],[5], Roéhon[6], Roaon[7] e Gwened.
Roazhoniz a vez lavaret eus tud Roazhon.
E galleg e skriver Rennes, distaget [ʀɛn], hag e gallaoueg e skriver Resnn pe Renn.
Remove ads
Ardamezioù
![]() |
Peuliet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh ; e gab en argant karget gant pemp brizhenn erminig. Ardamezeg Hozier, 19 a viz Gouere 1697. Kadarnaet gant Charlez X d'an 18 a viz Mae 1825. Kroaz ar Brezel 1939-1945. |
Istor
XVIIvet kantved
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh 59 den eus Roazhon goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[8].
XVIIIvet kantved
- Kerzu 1720: Tan-gwall bras Roazhon.
Dispac'h Gall
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Roazon da benn distrig Roazhon[9].
XIXvet kantved
- 1857: tizhet eo Roazhon gant an hent-houarn.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Fuzuilhet e voe pevar soudard bet ganet er gumun gant al lu gall[10].
- Ur soudard bet ganet e Kesoue a voe fuzuilhet gant al lu gall e Roazhon d'an 21 a viz Eost 1916.
- 1 841 den a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,32% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[11].
Eil brezel-bed
- Etre 2 000 ha 4 000 a dud a varvas pa voe bombezet trenioù e La Plaine de Baud gant al Luftwaffe (aerlu alaman) d'ar 17 a viz Even 1940, unan ag an trenioù a oa leun gant danvez-tarzh ha tennoù. Siviled ha soudarded breizhveuriat ha gall e trenioù all a voe lazhet ivez. Diaes e voe anavezout ar c'horfoù.
- D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Roazhon[12].
- Bombezadegoù ar Re Gevredet e 1943:
- bombezet e voe Roazhon gant ar Royal Air Force d'an 18 ha d'ar 26 a viz C'hwevrer (skiberioù ar morlu alaman) ha d'an 29 a viz Mae ha d'an 8 a viz Meurzh gant an USAAF[13];
- d'an 8 a viz Eost e kouezhas ur c'harr-nij Boston IIIA marilhet BZ 335 ha kodet OM-U eus ar 107th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er straed Amiral-Courbet e Roazhon goude bout stoket ouzh gwezennoù pupli; lazhet e voe e holl nijourion, beziet e voe pemp korf hag ur vrec'h e Bered ar Reter e Roazhon[14],[15]; ar 107th Squadron a oa o tagañ skiberioù ar morlu alaman en hent an Oriant[16].
- D'ar 6 a viz Here 1943 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar nijour en en he bourzh e "La Plaine de Baud" e Roazhon; lazhet e voe daou nijour, douaret e voent e Bered ar Reter e Roazhon a-raok bout beziet e Mont-de-Huisnes[17],[18].
- 32 ezel eus ar Rezistañs (nav Spagnol en o mesk) a voe fuzuilhet e kazarn ar C'houldri gant an Alamaned d'an 8 a viz Even 1944[19].
- Dieubet e voe Roazhon da 9 eur beure d'ar 4 a viz Eost 1944 gant tirlu SUA, ar "Combat Command A" o tont eus Baen dre hentoù Kastell-Briant ha Naoned hag an 8vet Rannlu Hobregonet o tont eus an norzh hag ar reter[20],[21].
Remove ads
Mojenn Maximus ha Konan Meriadeg
Istorourien Breizh hag all[22] o deus kemeret Roazhon evit Redonum, anv ur gêr eus Galia roet gant Jafrez Menoe, kêr bet tapet gant Maximus (Magnus Clemens Maximus) ha Konan Meriadeg, goude o dilestradeg hag o trec'h war Himbaldus war an aodoù, d'an nevez-amzer 383. Ar Redonum se e vije bet tapet war un taol, d'an abardez.
Un dra diaez da grediñ ma vez laret hag o devoa dilestret e Plougerne, pe dost da Sant-Maloù, pe c'hoaz e Naoned, hag abalamour da se kaset da vojenn.
Ur gammgemeradenn e oa, dre ma vez mesket ha luziet Aremorica an amzer se ha Breizh a-vremañ.
Diskoulmet eo bet ar gudenn se pa'z eo bet dizoloet, dre ur skeudenn arkeologiezh dre nij, hag ar villa Himbaldus e oa e le-Vieux-Rouen-sur-Bresle, ha Château-Hubault e Saint-Germain-sur-Bresle, e-kichen, en tu all d'ar stêr Bresle, an div kumunn se o vezhañ en Aremorica kenkoulz ha Roazhon. Ar ger Vieux-Rouan e dalv kement hag hen-roudour, pe vicus ar roudour. Ur wrizienn *rit- a zo e-gevred etre Roazhon ha le Vieux-Rouan-sur-Bresle.
War un hent roman, aet da hent ar pesked war lec'h, etre Saint-Valery-sur-Somme (Leuconos), le Tréport, ha Pariz, emañ le Vieux-Rouen-sur-Bresle. An emgann etre Maximus ha Grasian e zigouezhas e-kichen Pariz. Grasian e oa laket war dec'h.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- Breujoù Breizh
- Chapel sant Erwan
- Iliz-Veur sant Pêr
- Iliz Santez-Anna
- Iliz Sant-Jermen
- Koc'hu al Lisoù
- Lise Émile Zola
- Liorzhoù-kêr an Thabor
- Opera
- Palez ar C'henwerzh
- Palez sant Jord
- Poull-neuial sant Jord
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor da Roazhon.
Monumantoù-brezel
- Brezel 1870-1871[23], 1896.
Bezioù ar C’hommonwealth e bered ar gumun: Rennes Eastern Communal Cemetery
Remove ads
Notennoù ha daveoù
- pe ['rwa:zən], pe ['rã:wõn] pe ['rã:wən], pe ['rawzun]
- (br)Geriadur Vallée, p. 645 ; geriadur Gregor, p. 295
- (fr)Le breton usuel, p. 298
- (br)Exercices sur la grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, p. 129
- (br)Glossaire moyen-breton, É. Ernault
- (br)Geriadur Vallée
- (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- (fr)"Mémoire des hommes"
- Ouest-France, 8 a viz Even 2010
- (fr)Pertes RAF
- (fr)8 août 1943
- Alain Bouchart, Laurence Mathey-Maille, Lewis Thorpe
- (fr)[http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?idsource=135415 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- (fr)Aotrounez Blancpignon, Cervon, Longpré, la Coudre, e Sant-Meleg. François, sekretour ar Roue e 703. Ur senesal, maer, ha letanant-jeneral polis Roazhon e 1744.
- Aotrounez la Motte (?), eskopti Roazhon. Ur c'huzulier ouzh prezidial, maer, letanant-jeneral ar polis, ha kannad Roazhon ouzh ar Stadoù e 1780
- (fr)Pol Potier de Courcy. T. II. p. 280.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads