anv paotr From Wikipedia, the free encyclopedia
Brian zo un anv-badez brezhonek kozh tremenet en inizi breizhveuriat gant Bretoned deuet gant aloubadeg Gwilherm II (dug Normandi) er Grennamzer. Anavezet e oa e Bro-Iwerzhon ivez. En em strewet en deus an anv en holl bed saoznek, a-wechoù skrivet Bryan pe Bryant. Pevare anv-badez ar baotred a oa e Bro-Saoz ha Bro-Gembre e 1934, ha dic'hizet eo bremañ. War ar c'hiz oa er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970. Deuet mat eo e Suamerika bremañ, dreist-holl Arc'hantina hag Uruguay, abaoe ar bloavezhioù 1990.
Lidet e vez d'an 18 a viz Kerzu evel Briag. Rannañ a ra ur wrizienn geltiek voutin gantañ : bri hag a dalv « uhelder ».
Kavet e vez ivez evel anv-tiegezh, e Breizh-Veur, e Bro-Iwerzhon (O'Brian, Ó Briain), ha skrivet Briant, Brient ha Briand e Breizh hag e Bro-C'hall.
Kavout a reer ivez an anv-tiegezh Brian en Okitania peogwir eo un anv okitanek kozh hag a dalv kement ha lambrig.(Daveoù a vank)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.