![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2e/KPRP_20130131_WG_222_BRONISLAW_KOMOROWSKI.jpg/640px-KPRP_20130131_WG_222_BRONISLAW_KOMOROWSKI.jpg&w=640&q=50)
Bronisław Komorowski
From Wikipedia, the free encyclopedia
Bronisław Maria Komorowski (ganet d'ar 4 a viz Mezheven 1952 en Oborniki Śląskie[1], e mervent Polonia zo un istorour hag ur politikour. Prezidant Polonia etre ar 6 a viz Eost 2010 hag ar 6 a viz Eost 2015.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2e/KPRP_20130131_WG_222_BRONISLAW_KOMOROWSKI.jpg/640px-KPRP_20130131_WG_222_BRONISLAW_KOMOROWSKI.jpg)
Goude ar gwallzarvoud karr-nij ma varvas ar prezidant kent Lech Kaczyński d'an 10 a viz Ebrel 2010, e teuas Bronisław Komorowski da vezañ prezidant da c'hortoz, hervez bonreizh ar stad, dre ma oa prezidant ar Sejm (parlamant Polonia). D'ar 4 a viz Gouere e voe dilennet da brezidant, a-enep Jarosław Kaczyński, breur ar prezidant kozh, a oa war ar renk ivez. Ha d'ar 6 a viz Eost e teuas da vezañ prezidant da vat.
Ezel eo Bronisław Komorowski eus ar strollad frankizour Platforma Obywatelska, evel ar c'hentañ ministr Donald Tusk.