Catholicon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Catholicon eo anv ar geriadur kentañ e brezhoneg, a oa bet skrivet e teir yezh, brezhoneg, galleg ha latin : ennañ e vez kavet an droidigezh c’hallek eus ar gerioù brezhonek kement hag o c’hevatal e latin.
Titl | Catholicon |
---|---|
Tachenn | geriadur |
Embannadur | Q116924436, Q117469127 |
Yezh an oberenn pe an anv | latin, krennvrezhoneg, galleg |
Awenet gant | Catholicon |
Ar c'hentañ geriadur galleg an hini eo ivez enta ha war an dro ar c'hentañ geriadur teiryezhek er bed[1].
Savet e voe, pe beurechuet da vihanañ, e 1464 (d'ar 16 a viz Eost hervez) gant Jehan Lagadeuc, person e Plougonven, ha moullet e voe evit ar wech kentañ d'ar 5 a viz Du 1499 e Landreger gant Jehan Calvez (Euzen Roperz e lizherennour). O soñjal e kloareged yaouank Breizh o vont war o studi e oa bet savet an oberenn-mañ evit o skoazellañ da zeskiñ latin evel ma vez diskouezet splann amañ dindan (bet treuzskrivet e brezhoneg a-vremañ) :
Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin.
Anvet e oa bet Catholicon (geriadur hollel), pa ne oa ket bet roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all, ar geriadur latin brudet a oa anvet Catholicon ivez (Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon), savet gant an Dominikan Giovanni Balbi (Johannes Januensis de Balbis), eus Genova, hag echuet d’ar 7 a viz Meurzh 1286.
Un eil embannadur kemmet a oa bet graet gant Jehan Corre (beleg en eskopti Landreger) e penn-kentañ ar XVIvet kantved hag un trede (31 a viz Genver 1521) gant al Leonad Yvon Quillévéré, marc'hadour-levrioù hag embanner e Pariz. Ur pevare embannadur a oa bet aozet e 1867 gant René-François Le Men (diellour e departamant Penn-ar-Bed), tri c'hant skouerenn anezhañ bet moullet en Oriant (Embannadur Corfmat).