From Wikipedia, the free encyclopedia
Hemolc'h an Unkorneg, anvet Pallennoù-moger an unkorneg ivez, zo un heuliad seizh pallenn-moger gwiadet e Flandrez e-tro ar bloavezhioù 1495-1505, e deroù an Azginivelezh eta, diwar gartonoù graet e Bro-C'hall ha war goulenn Anna Breizh evit doare. E The Cloisters, ur rann eus The Metropolitan Museum of Art (MET) e New York, emañ war ziskouez hiziv.
Abadennoù gwenaerezh enno noblañsoù o hemolc'hiñ eo an dodenn ; pikerien ur floc'h zo o redek un unkorneg kent e bakañ evit e gas da lez un aotrou hag e wreg.
N'eur ket peursur ez eo bet aozet ar pallennoù-moger-se e stumm un heuliad, rak disheñvelderioù er mentoù hag e stil ar skeudennoù o deus lakaet gouizieien da glask gouzout ha n'eo ket Hemolc'h an Unkorneg un dastumad oberennoù a oa dizalc'h en eil re diouzh ar re all.
E Brusel moarvat, pe e Liège marteze, e voe gwiadet Hemolc'h an Unkorneg[1]. Levezonet gant al livouriezh c'hall eo an tres war a hañval[2], pa gaver ennañ elfennoù eus stil en engravadurioù war goad pe vetal a veze moullet e Pariz e dibenn ar XVvet kantved[3].
Marteze e oa bet gourc'hemennet Hemolc'h an Unkorneg gant Anna Breizh hag he fried Louis XII evit François Iañ de La Rochefoucauld († 1516), a voe kambrelan ar rouaned Charles VIII ha Louis XII, o-daou priedoù Anna Breizh, rak e dalc'h eil tiegezh La Rochefoucauld e chomas an oberenn e-pad kantvedoù betek ma voent merket e renabl peadra an tiegezh er bloaz 1728 : pemp pallenn-moger a oa en ur gambr e kastell Verteuil e Charente, an daou all o vezañ miret en ur sal e-kichen ar chapel.
E-kerzh an Dispac'h gall e voe preizhet ar c'hastell ha gwastet e voe ar pallennoù-moger, a oa bet lakaet da c'holeiñ legumaj. E kreiz ar bloavezhioù 1880 e tistrojont d'an tiegezh La Rochefoucauld ; ar pempvet arvest a oa bet troc'het e daou damm evit servijout da rideozioù ur gwele[4].
Er bloaz 1922, an arc'hantour ha dengarour stadunanat John Davison Rockfeller Jr. (1874-1960) a zic'hodellas ur milion a zollaroù bennak evit prenañ ar pallennoù-moger [1]. C'hwec'h anezho a voe ispilhet en e di betek ma voe savet The Cloisters ; da neuze e profas J. D. Rockfeller Hemolc'h an Unkorneg d'ar Metropolitan Museum of Art e 1937 hag e prenas ivez an daou damm a oa chomet e dalc'h an tiegezh La Rochefoucauld, kent o frofañ d'ar MET ivez[5].
E 1998 e voe naetaet ha ratreet ar pallennoù-moger : a-raok o lakaat da soubañ en dour e voe lamet al lienoù lin a c'holoe o zu-gin, ha kavet e voe e oa flammoc'h c'hoazh a livioù eno eget ma oant en tal. Luc'hskeudennoù niverel a voe kemeret dre skanniñ an oberenn a-dammoù 90 cm x 90 cm ; 24 luc'hskeudenn 5 000 x 5 000 piksel a voe ret evit luc'hskeudenniñ ar pallennoù brasañ.
Setu amañ dodennoù ar seizh pallenn-moger a ya da ober Hemolc'h an Unkorneg ; re ar MET eo an anvioù saoznek.
1. The Hunters Enter the Woods ("Emañ an hemolc'herien o vont tre er goadeg").
| |
2. The Unicorn Purifies Water ("An unkorneg o c'hlanaat dour").
| |
3. The Unicorn Crosses a Stream ("An unkorneg o treuziñ un dourredenn");
| |
4. The Unicorn Defends Himself ("Em zifenn a ra an unkorneg").
| |
5. The Unicorn Surrenders to a Maiden ("Kodianañ d'un dimezell a ra an unkorneg").
| |
6. The Hunters Return to the Castle ("An hemolc'herien o tistreiñ d'ar c'hastell").
| |
7. The Unicorn Rests in a Garden ("An unkorneg o tiskuizhañ en ul liorzh").
|
Meur a zen zo bet o labourat evit fardañ Hemolc'h an Unkorneg. Kilvizien da gentañ, rak bras-bras, 4 metr dre 4 metr o ment d'ar bihanañ, e oa ar sternioù-gwiader ma voe fardet ar pallennoù-moger-se.
Un den — pe meur a hini, hervez an diforc'hioù a stil a verzer a ballenn da ballenn — a savas an istor a vefe diskouezet war an heuliad pallennoù. Goude-se e voe tud o tresañ hag o livañ war ar c'hartonoù bras-divent a vefe fiziet e gwiaderien ha gwiaderezed niverus.
Gloan kriz eo an anneuennoù (an neudennoù a zo stegnet a-serzh war ar stern-gwiader) ; dre ma veze kenderc'het kalz gloan e trowardroioù Brusel e oa boutin-boutin e implij er gwiadiñ.
Gloan, seiz, orjal aour hag arc'hant eo ar steuenn (an neudennoù a zo lakaet a-led dre lakaat ur vulzun da dremen dreist ha dindan an anneuennoù). Ar seiz avat a oa diaes-bras da gavout ha koustus-kenañ, ar pezh a ziskouez pinvidigezh perc'henn(ez) Hemolc'h an Unkorneg. Kalz tud c'hoazh zo bet rekis evit fardañ ha livadennañ neudennoù ar steuenn.
Dielfennet eo bet kimiezh livegennoù neudennoù ar steuenn, a zo chomet flamm betek hiziv ; diwar plant ez int bet fardet : rezeda al livadennerien (Reseda luteola) evit ar melen, gwrizienn-ruz (Rubia tinctorum) evit ar ruz, ha pastel Langedok (Isatis tinctoria) evit ar glas ; mesket e veze an tri liv diazez-se evit kaout un niver bras ag arlivioù, a voe kreñvaet gant an neudennoù metalek[10].
Daou zoare zo da gompren en Hemolc'hadeg an Unkorneg : an hini pagan, karantez ha dimez, hag an hini kristen, Pasion Jezuz.
Merkañ a reer e c'hoarvez ar pempvet arvest, kodianidigezh an unkorneg, en ul liorzh kloz (hortus conclusus e latin ar Grennamzer), ar pezh a gas koulz da liorzhoù boutin ar mare ha da Liorzh Eden ar Bibl ; alies e vez an hortus conclusus un arouez eus glannder ha gwerc'hded un dimezell.
Er c'hwec'hvet arvest ez eo strobet korn ha gouzoug al loen en ur gurunenn kelenn a laka da soñjal e kurunenn drein Jezuz Nazaret ; e dremenvan a vefe aroueziet gant hini an unkorneg.
An dimez hag ar strujusted zo aroueziet gant ar greunavaloù er pallenn diwezhañ, evel ma oa ar c'hiz er Grennamzer ; e-touez ar plant ez eus askol (Carduus), orkide ha teod-ejen (Bistorta officinalis), o-zri oc'h aroueziañ an dimez c'hoazh ha brudet evit sikour gwazed ha maouezed da gaout bugale ; ur gleskerig zo kuzhet er c'horn dehou izelañ : er Grennamzer e veze karet abalamour ma vez trouzus-bras da vare an embarañ.
Heverk eo ar fed ma c'hall an unkorneg tec'hel kuit diouzh ereoù an dimez : falspromesaoù e vez ar garantez a-wezhioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.