Charente (departamant)
departamant gall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Ar Charente (e galleg hag ent-ofisiel; bet brezhonekaet e Charentez[2]; Charanta en okitaneg; poateveg-santoñjeg: Chérente) a zo un departamant (niverenn 16) e kornôg-kreiz Bro-C'hall, en Angoumois gozh evit ur braz, er rannvro Akitania-Nevez hiziv. Dont a ra an an anv eus ar stêr Charente. Angoulême eo ar pennlec'h anezhañ. Un drederenn eus an departamant a zo en Okitania.
Remove ads
Istor

Savet e oa bet an departamant da heul an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790, war dachenn ar broviñs kozh Engoumaes. Adalek henoadvezh uhel ar maen e oa bet annezet avat. Gant pobl ar Santones e oa bet dalc'het kent an aloubidigezh roman. Un departamant artifisiel eo, evel alies evit an departamantoù. Dont a ra al lodenn vrasañ eus an tiriad eus an Angoumois met al lodenn su a zeu diwar ar Saintonge, ha tammoù eus Poatev a zo ivez en norzh, hag eus Bro-Lemojez (March) er biz.
Remove ads
Yezhoù

Un tammig en tu-mañ d'un drederenn eus an tiriad a zo er vro okitanek, el lodenn reter. Ar peurrest a zo er vro c'hallek, gant ar rannyezh poateveg-santoñjeg.
Arondisamantoù Charente
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads