From Wikipedia, the free encyclopedia
Christian IV (12 a viz Ebrel 1577 – 28 a viz C'hwevrer 1648) a oa Roue Danmark ha Norge en amzer ma oa unannet an div vro, ha dug Holstein ha Schleswig, adalek 1588 betek 1648. E-pad 59 bloaz e renas, gant-se eo bet ar roue en deus renet ar pellañ en istor Danmark, hag en istor broioù Skandinavia zoken.
Eus an tiegezh Oldenburg e oa Christian IV ha mab e oa da Frederik II Danmark (1534-1588) ha Sophie von Mecklenburg-Güstrow (1557-1631). Ren a reas war Danmark adalek 1596 pa ne oa nemet 19 vloaz. Soñj a zalc'her anezhañ evel ur roue oberiant ha youlek ; roet en doa lañs da veur a dra evit adkempenn e rouantelezh. Sevel a reas un toullad kestell ha kreñvlec'hioù, gant sikour ijinourien deuet eus an Izelvroioù. Er verdeadurezh vrezel e tremenas an niver a listri eus 22 e 1596 da 60 e 1610, ha lod anezho treset gant ar roue e-unan. Kas a reas war-raok ar c'henwerzh war vor. D'ar c'houlz-se e voe savet Kompagnunezh Danat Indez ar Reter ha diazezet un drevadenn e Trankebar, war aod gevred India.
Stabil ha pinvidik e voe e rouantelezh, evel ma ne oa bro all ebet en Europa en amzer-se[1] Kemer a reas perzh e meur a vrezel koulskoude, evel da skouer ar Brezel Tregont Vloaz (1618–48), ma voe drasted ul lodenn vat eus hanternoz Alamagn hag a goustas ker da Zanmark.[2].
Meur a gêr a voe lakaet en e anv, evel da skouer kêr-benn Norvegia, Oslo, a zeuas da vezañ Christiania, pe Christianssand ur porzh e Norvegia ivez, pe c'hoazh Christianstad, bremañ e su Sveden.
Dimeziñ a reas d'ar 27 a viz Du 1597 da Anna Katharina von Brandenburg (1575–1612), merc'h da Joachim Friedrich von Brandenburg, ha c'hwec'h bugel o doe :
Dre ur briedelezh vorganatak e timezas d'an 31 a viz Kerzu 1615 en Lundegaard da Kirsten Munk (* 6 Gouhere 1598; † 19 Ebrell 1658), merc'h da Ludvig Munk ha da Ellen Marsvin von Landskrona, ha 10 bugel o doe :
dimezet d'an 9 a viz Here 1636 en Kopenhagen d'ar c'hont Corfitz Ulfeldt
wobei die Vaterschaft Christians beim letzten Kind bezweifelt werden muss, da Kirsten Munk zu jener Zeit bereits ein Verhältnis mit dem in Diensten Christians stehenden Rheingrafen Otto von Salm hatte, für das sie später zur Strafe auf ihre Güter verbannt wurde.
Nach der Trennung begann der König eine Verbindung mit Wiebke Kruse (* ca. 1605 in Holstein?; † 28. April 1648 Kopenhagen; umgebettet nach Kølstrup, Fünen), die als Kindermädchen am Hofe der Ellen Marsvin diente und deren Herkunft bislang nicht nachgewiesen ist.[3] Wahrscheinlich stammt sie aus Holstein, da ihr nachweisbarer Bruder Hinrich Kruse als Hausvogt in Krempe und Segeberg tätig war und u. a. 1637 den Altar der Kirche in Schenefeld stiftete. Sie hatte zwei Kinder mit Christian:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.