From Wikipedia, the free encyclopedia
Croque-monsieur zo ur sandwich gant bara, kig morzhed-hoc'h ha keuz ordinal, alies gruyère, poazhet en ur baelon, en ur forn, pe ur benveg aozet a-benn-kaer.
Kozhik e c'hall bezañ ar bara (un nebeud deizioù), glec'hiet e vioù baset a-raok bezañ fritet. Gallout a reer servij gant lipig gwenn (bechamel pe Mornay), hervez al lec'h ma c'houlenner un hevelep meuz, hag ar briz ez oar prest da baeañ.
Kentañ croque-monsieur a vije bet gwelet e Pariz en ur c'hafedi e 1910, met n'ouzer ket a belec'h e teu an anv. Meneg eus ar meuz a gaver gant Marcel Proust en e romant À l'ombre des jeunes filles en fleurs, embannet en 1919 : « Or, en sortant du concert, comme, en reprenant le chemin qui va vers l'hôtel, nous nous étions arrêtés un instant sur la digue, ma grand'mère et moi, pour échanger quelques mots avec madame de Villeparisis qui nous annonçait qu'elle avait commandé pour nous à l'hôtel des « croque-monsieur » et des œufs à la crème… ».
Croque-madame a vez graet eus ar c'h-croque-monsieur pa vez lakaet ur vi war-benn. Anvioù all zo c'hoazh hervez ma lakaer tomatezenn e-lec'h vi, keuz glas Auvernh e-lec'h gruyère.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.