From Wikipedia, the free encyclopedia
Danvez Bro-C'hall (Matière de France e galleg) pe c'hoazh « Kelc'hiad karolingat » (Cycle carolingien) a vez lavaret eus danvez al lennegezh ma konter troioù-kaer kompagnuned Karl Veur.
An danvez-se a zo anezhañ an holl vojennoù eus Bro-C'hall pe eus Kornogeuropa : Italia ha Bro-Saoz dreist-holl, hag eus Lec'hlenn ivez, skrivet pe e galleg krennamzerel pe e yezhoù all.
Setu tudennoù brudetañ danvez Bro-C'hall :
Goude marevezh ar c'hurwerzioù (chansons de geste) ne varvas ket danvez Bro-C'hall. Brudet eo an oberennoù italianek awenet ganto, re Matteo Maria Boiardo, ha Ludovico Ariosto, hag un toullad re all disteroc'h o brud. Ar barzhonegoù Orlando innamorato ("Roland en karantez") hag Orlando furioso ("Roland droug ennañ") zo awenet gant ar chansons de geste. Ha ganto eo e voe awenet goude Edmund Spenser pa skrivas The Faerie Queene,[1] petra bennak ma n'eo ket Danvez Bro-C'hall da vat, dre ma c'hoarvez an istor en ur vro a faltazi.
Danevelloù all a gaver en norseg, gant Karlamagnus Saga skrivet en XIIIvet kantved e Norge;[2] hag ennañ un deverrañ eus penndanevelloù ar c'helc'hiad. E gwirionez, a-raok advrud mojenn Arzhur en XIXvet kantved e oa ken bras all brud Danvez Bro-C'hall.
Bihanoc'h eo brud Danvez Bro-C'hall el lennegezh skiant-faltazi eget hini Danvez Breizh.(Daveoù a vank)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.