Emgleo Sant Iltud
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgleo Sant Iltud (berraet a-wezhioù e ESI) a oa ur gevredigezh kenwerzhel katolik dindan stumm ur gevelouri savet evit embann ha skignañ levrioù brezhonek, krouet e 1921 e Kastell-Paol (straed an Ursulined kozh)[1], diwar atiz Yann-Vari Perrot pa oa o klask adsevel ar Bleun-Brug koulz ha kreñvañ ar gelaouenn Feiz ha Breiz. Ti-embann Feiz ha Breiz adsavet goude ar brezel kentañ e voe e gwirionez.[2] ha kentañ ti oc'h embann levrioù brezhonek nemetken eo bet. Gwerzhañ levrioù brezhonek eus embannerien all a zo bet un tamm mat eus e obererezh ivez.