livour galleg From Wikipedia, the free encyclopedia
Enki Bilal (7 a viz Here 1951, Belgrad) a zo ur filmaozour, tresour ha senarioer bannoù-treset gall. Bosniak e oa e dad, ha tchek e vamm. E 1960 he deus dilojet e familh da Bariz. Goude bezañ studiet e skol an arzoù-kaer e lakaas embann e istor kentañ, Le Bol maudit e ditl, er gelaouenn Pilote.
E 1975 e teuas er-maez e albom bannoù-treset kentañ, La Croisière des oubliése ditl, senario gant Pierre Christin. E 1979 e teuas er-maez Les Phalanges de l'Ordre noir, un istor diwar-benn brezel diabarzh Spagn, bepred diwar ur senario gant Pierre Christin. E 1980 e stagas gant un heuliad savet gantañ penn-da-benn (tresadennoù ha senario), hag al lodenn gentañ anezhañ, anvet La Foire aux immortels a voe embannet er gelaouenn Pilote. An eil lodenn, La Femme piège he zitl, a voe embannet e albom e 1986. Ouzhpenn al labour hiniennel-se e kendalc'has da genlabourat gant Pierre Christin. Sevel a rejont meur a albom, enno skeudennoù ha poltredoù livet warno (Los Angeles, L'Étoile oubliée de Laurie Bloom ; Cœurs sanglants). An albomoù-se a voe embannet gant Dargaud hag embannadurioù Autrement. E 1982 e tresas Bilal war gwer ul lodenn eus klinkadurioù La Vie est un roman, ur film aozet gant Alain Resnais. Daou vloaz a-raok en doa treset skritell ur film all savet gant Resnais, Mon oncle d'Amérique e ditl. E miz Genver 1987 e resevas Bilal Priz Meur saloñs Angouleme (Grand Prix du 14e Festival d'Angoulême).
E 1989 ec'h echuas Enki Bilal e film kentañ, Bunker Palace Hôtel e ditl, ennañ aktourien evel Jean-Louis Trintignant ha Carole Bouquet. Er memes bloavezh e voe embannet Exterminateur 17 gant Les Humanoides Associés. Ragembannet e oa bet er gelaouenn Métal hurlant e 1978. E 1990 e voe adembannet gant Les Humanoïdes Associés ar pezh a oa bet embannet gant Dargaud : Mémoires d'outre-espace, La Croisière des oubliés, Le Vaisseau de pierre, Les Phalanges de l'Ordre noir, Partie de chasse, ha Cœurs sanglants et autres faits divers. E 1990 e tresas Bilal kinkladurioù ha dilhad ar pezh-c'hoari Romeo ha Julieta, korolladeg gant Angelin Preljocaj. E miz Du 1991 e voe aozet Opéra bulle, un diskouezadeg daou viz anezhi aozet er Villette, e Pariz.
E 1990 e tresas kinkladurioù ha dilhad 'O.P.A. Mia, un opera gant Denis Levaillant, krouet e-pad gouel-c'hoariva Avignon. E miz Gwengolo 1993 e teuas er-maez lodenn ziwezhañ La trilogie Nikopol, Froid Équateur he zitl. Lakaet e voe da levr gwellañ ar bloavezh gant skipailh ar gazetenn Lire. E 1994 e teuas er-maez Bleu sang, ennañ holl dudennoù teir-oberenn Nikopol, embannet gant Christian Desbois Editions. E miz Gwengolo 1996 e teuas er-maez Mémoires d'autres temps, adembannadur kresket ar Bol maudit ha Crux Universalis. E miz C'hwevrer 1997 e teuas er-maez eil film Bilal, Tykho Moone ditl. D'an 22 a viz Gwengolo 1998 e voe embannet Le Sommeil du monstre, lodenn gentañ Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre).
E 2003 e voe embannet 32 décembre, eil lodenn Peder-Oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 21 a viz Meurzh 2004 e teuas er-maez trede film Bilal, Immortel, ad vitam e ditl, diazezet war La trilogie Nikopol, hag ennañ ur meskaj skeudennoù aozet gant urzhiataer hag aktourien wir evel Linda Hardy pe Charlotte Rampling ha Yann Collette. D'an 3 a viz Mae 2006 e voe embannet Rendez-vous à Paris, trede lodenn Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 23 a viz Meurzh 2007 e teuas er-maez Quatre ?, lodenn ziwezhañ Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 19 a viz Du 2007 e teuas er-maez Tétralogie du Monstre | L'intégrale du Monstre, dindan stumm un albom, ha dindan stumm un teir-oberenn ivez (an div lodenn ziwezhañ a voe kenteuzet, diwar c'houlenn Bilal).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.