From Wikipedia, the free encyclopedia
Helene Elisabeth Prinzessin von Isenburg, ganet kontez von Korff, hag anvet Schmising-Kerssenbrock (6 a viz Ebrel 1900 e Darmstadt - 24 a viz Genver 1974 e Heiligenhaus) a voe prezidantez kentañ Stille Hilfe für Kriegsgefangene und Internierte goude an Eil Brezel-Bed. Ur gevredigezh da skoazellañ an dorfedourien nazi e oa.
Helene Elisabeth priñsez von Isenburg a oa merc'h d'ar c'hont Alfred von Korff (anvet Schmising-Kerssenbrock), hag eñ enseller an dour hag ar c'hoadeier e Hatzfeld ha d'e wreg Helene (ganet Freiin von Hilgers).
He yaouankiz a gasas en ur familh a oa tomm-tre ouzh ar gatoligiezh. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e labouras evel pareerez anavezet gant ar Stad. D'an 30 a viz Ebrel 1930 e timezas gant Wilhelm Prinz von Isenburg und Büdingen (1903–1956). E 1937 e voe lakaet da gelenner war ar meuriadoù hag en enklaskoù diwar-benn ar familhoù e München, ma savas a-du penn-da-benn gant menozioù gouennelour NSDAP. Helene Elisabeth a veze gwelet evel „feal a-fet politikerezh“ gant NSDAP[1].
Goude an Eil brezel-bed e voe prezidantez an aozadur Stille Hilfe a glaske skoazellañ an Nazied tamallet gant ar justis, evel en afer lazhadeg Malmedy.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.