From Wikipedia, the free encyclopedia
Hypsipyle (henc'hresianeg : Ὑψιπύλη Hupsipúlê) a oa rouanez Lemnos e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa d'ar roue Thoas.
Hypsipyle ez eus kaoz anezhi en istor torfed maouezi Lemnos ma ne fellas ket dezhi kemer perzh[1].
Kentañ skrid klok diwar-bouez an torfed a zo anavezet eo hini Apollonios Rodos en e Argonautika[2]. Fae a rae merc'hed Lemnos war azeulerezh an doueez Afrodite : evel kastiz e voe torret o c'hoant-plac'h digant gwazed Lemnos dirak o gwragez, nemet c'hoant a gavent adarre dirak ar merc'hed eus Trakia o devoa skrapet er brezel. Ha setu maouezi Lemnos da zrouklazhañ o friedoù ha plac'hed Trakia, ha gant aon a vezañ kastizet, int ha mont da lazhañ gwazed all an enez. Hypsipyle avat, merc'h Thoas, roue an enez, a guzhas he zad en un arc'h hag a daolas war ar mor. Thoas eta a oa ar gwaz nemetañ ha ne voe ket lazhet, ha Hypsipyle ar vaouez nemeti ha n'he devoa ket lazhet.
Un doare all damheñvelik zo diwar zorn Pseudo-Apollodoros en e Vibliotheke[3], ma kont e oa bet roet c'hwezh fall gant Afrodite da verc'hed Lemnos ha setu perak e vezent dilezet gant o friedoù. Hervez Herodotos e voe lazhet an holl wazed gwitibunan, hag ar roue Thoas kenkoulz all[4].
Pa grogas Iason hag an an Argonaoted gant o beaj war vor e rejont o c'hentañ diskenn e Lemnos, ma kavjont an drouklazherezed hag en em barjont. Kement-se zo kontet e meur a oberenn :
Meur a drajedienn zo ivez diwar-benn an darvoud :
Hervez Pindaros e veze aozet kenstrivadegoù gant Iason hag an Argonaoted ha neuze e rannent maouezi Lemnos etrezo[9]. Ne lavar ket ar barzh petra zo kaoz ma voe seurt kenstrivadegoù.
Meur a oberour, hag Euripides en e drajedienn Hypsipyle[10] ha Statius e Thebais, a gont darvoudoù all goude deuet an Argonaoted da Lemnos.
Hypsipyle a voe darbet dezhi bout lazhet, met difennet e voe gant tud Argos.
Caius Julius Hyginus a gont ar memes istor, nemet Lycus eo roue Nemea[11].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.