From Wikipedia, the free encyclopedia
James Stewart of the Glen, Seumas a' Ghlinne e gouezeleg Skos (war-dro 1698 – 8 a viz Du 1752), anavezet ivez evel James of the Glens, a oa ur Skosad a voe tamallet ha krouget en afer anvet Muntr Appin.
Colin Roy Campbell, lesanvet The Red Fox ("Al Louarn Ruz"), a voe lazhet en ur c'hoad e-kichen Appin. Hennezh a ziberc'henne ar Jakobited lakaet da dreitourien goude Emsavadeg 1745.
D'an 8 a viz Du 1752, p'edo o sevel war ar chalfod, e pedas Seamus a' Ghlinne :
False witnesses rose; to my charge things I not knew they laid. They, to the spoiling of my soul, me ill for good repaid."[1]
"Falstestoù a savas ; em bec'h traoù n'anaven ket a lakajont. Int, evit louzadur ma ene, o deus paeet din ar mad gant an droug."
Tra ma ne zouje ket mervel evit e gredennoù, e klemme e c'hallje an dud diwezhatoc'h soñjal e oa gouest d'ober ur muntr ken barbar.
Goude e varv e voe laosket korf Seamus a-ispilh e-pad triwec'h miz, dindan an amzer, evel gourdrouz d'ar c'hlannoù all a garje en em sevel. Evit mirout outañ da vont e tammoù e veze dalc'het gant orjal ha chadennoù.
Klasket e vez gant lod dilemel kondaonidigezh James of the Glen. En 2008 e voe studiet an afer gant ar Scottish Criminal Cases Review Commission, met diarbennet e voe dre ma oa re gozh an afer.
E meur a levr eo meneget Seumas a' Ghlinne, pe James Stewart of the Glen, pe James of the Glens.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.