From Wikipedia, the free encyclopedia
Kaledonia, pe Caledonia e latin, eo an anv kozh a veze roet d'al lodenn eus Enez Vreizh a zo en hanternoz da voger Hadrian, hag a oa neuze bro ar Bikted, chomet dizalc'h diouzh krabanoù Impalaeriezh Roma, daoust da droiad-vrezel Gnaeus Julius Agricola er bloaz 84.
Pa voe aloubet gant ar Skoted e teuas da vout Scotia, anv latin Bro-Skos.
Talvoudegezh :
Savet eo an anv diwar ar wrizienn bredenek caletos « kalet », a gaver en anv ur meuriad pikt anvet Caledonii, a oa marteze unan eus ar re c'halloudusañ. O anv a gaver ivez e Dùnchailden / Dùn Chailleann, anv gouezelek kêr Dunkeld, a dalvez kement ha « kreñvlec'h pobl ar g-Caledonii », hag en anv ar menez Sìdh Chailleann pe Schiehallion, « Boudig ar g-Caledonii ». Ivez Schiehallion ha Rohallion, e Perthshire.
Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus caled. Marteze abalamour d'ar vro kalet ha roc'hellek, pe marteze bro an dud kalet[2]. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv ragindezeuropek[3].
Gwelout ivez : Ancalites = ar re kreñv
Gwelout ivez : Nennius 56, diwar-ben un emgann ar Roue Arzhur : bellum in silva Calidonis (Celidonis), id est Cat Coit Celidon ( = emgann Koad Kalidon, e kembraeg Coed Celyddon)
Implijet eo bet an anv Caledonia gant Tacitus, Ptoleme, Marcus Annaeus Lucanus ha Plinius kozh. Lavaret e veze ivez Pictavia, da lavarout eo Bro ar Bikted[4].
N'ouzer ket gwall vat pelec'h e oa Caledonia ar Romaned, ha ne oa ket harzoù anavezet[5] E-pad an troiadoù brezel berrbad graet gant ar Romaned e kreiz Kaledonia hag en hanternoz anezhi,[6]. e oa bet marteze ebarzhet douaroù zo e proviñs Britannia, ha Britannia a veze graet gant ar Romaned, abaoe a-raok o alaoubadeg, eus Enez Vreizh penn-da-benn.
Abaoe meur a gantved e vez implijet Caledonia e saozneg evel un anv romantel roet da Vro-Skos.
Adkemeret eo bet an anv d'ober Kaledonia-Nevez, an anv roet gant ar c'habiten saoz James Cook, a oa skosat e dad, d'an enezenn er Meurvor Habask.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.