![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/51/ElrathiakingiUtahWheelerCambrian.jpg/640px-ElrathiakingiUtahWheelerCambrian.jpg&w=640&q=50)
Kambrian
From Wikipedia, the free encyclopedia
Maread douarouriel kentañ ar paleozoeg eo ar c'hambrian. Mont a ra eus 542 milion a vloavezhioù 'zo, e fin ar proterozoeg, betek deroù an ordovisian, 488.3 milion a vloavezhioù 'zo. Dont a ra e anv eus Cambria, anv latin Kembre, lec'h ma oa bet kavet ar reier kentañ eus ar maread-se.
Ar c'hambrian eo ar maread kentañ a gaver en e reier kalz fosiloù hag organegoù liezekoc'h eget spoue pe morgaoul. En e bad e teuas war-wel war-dro 50 strollad bras a anevaled - pe skourradoù, hendad ebet ganto peurliesañ. Graet e vez an darzhadeg kambrian eus ar c'hoarvezadenn-hont.