From Wikipedia, the free encyclopedia
Er vell-droad e vez graet kreizer(ez) eus ur c'hoarier(ez) a vez e/he roll ober al liamm etre al linenn zifenn hag an hini argadiñ. Goude rastellat ar vell e rank ar greizerien/c'hreizerezed he zreuzkas d'an argaderien/argaderezed an efedusañ ar gwellañ. O c'hefridi bouezus all zo mirout ouzh ar c'hoari enep a vont en-dro kuit da luziañ tamm labour an difennerien/difennerezed. Gwall alies e vez klevet gourdonerien veur barrek-mat war gadoniezh ar vell-droad o lâret e vez gounezet pe gollet ur c'hrogad er c'hreiz.
Iskevrennad eus | c'hoarier mell-droad |
---|---|
Sport | mell-droad |
Lec'h | association football pitch |
Stumm gourel an dikedenn | Mëttelfeldspiller, saugas |
D'ar mare (1954) ma oa bet lakaet an doare c'hoari 4-2-4 diouzh ar c'hiz gant skipailh broadel Hungaria, oc'h enebiñ ouzh an WM mil vrudet, e veze graet hanterien eus an daou greizer, o flas dezhe etre ar pevar araoger hag ar pevar adreger.
Er bloavezhioù pevar-ugent ez ae pevar c'hoarier hep o far - Luis Fernandez, Alain Giresse, Michel Platini ha Jean Tigana - d'ober kreiz skipailh mell-droad Bro-C'hall. Ken barrek e vezent war an dachenn c'hoari ma veze graet Ar c'harrez hud[1] anezhe. Hep klask koazhañ levezon ar c'hoarierien all e c'haller skrivañ ez eo a drugarez d'ar greizerien-se en devoa gounezet skipailh mell-droad Bro-C'hall e gentañ trofe, da lâret eo Kampionad vell-droad Europa 1984.
Gant c'hoarierien/c'hoarierezed ar c'hreiz hep mar na marteze ez eus tu da sevel meur a zoare c'hoari disheñvel-mik an eil diouzh egile. Gallout a reer kaout daou/div, tri/teir, pevar/peder betek pemp kreizer(ez) diouzh an doare c'hoari bet dibabet ober gantañ hag hini ar skipailh enep evel just. N'haller ket bezañ souezhet eta ma vez gortozet e tiskouezfe ur c'hreizer/greizerez kaout kaleter o vezañ ma rank redek kalz ha pell : aze emañ sur a-walc'h ar perzh a zo boutin d'an holl greizerien/greizerezed. Daoust d'ar c'hreiz bezañ ur strolladig kempoell e vez disheñvelaet peurliesañ
diouzh
Ne vez ket aes bepred pegañ ul liketenn ouzh pep melldroader, ar pezh a veze diskouezet splann gant Jean Tigana, rasteller melloù eus ar c'hentañ ha kentañ enepargader e skipailh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.