From Wikipedia, the free encyclopedia
Lanselod[1] zo unan eus marc'hegien an Daol Grenn, e Mojenn Arzhur. Ar gwellañ marc'heg eo met ivez serc'h ar rouanez Gwenivar. Meneget eo Lancelot du Lac er skridoù gallek ha Launcelot er re saoznek eus ar Grennamzer. Diwar e anv marteze eo deuet an anv-badez Lancelot a gaver bremañ e meur a vro en Europa.
Eus ar galleg kozh Lanceloz er varzhoneg Érec et Énide (Chrétien de Troyes, 1160-64) ; ur bihanaer eus an anv frankek Lanzo, a zo ur bihanaer eus unan eus an anvioù germanek niverus e Land–, evel ar saozneg kozh Landbeorht "land-bright" "bro skedus" ; gwelit Lambert.
Eñ eo ar marc'heg kentañ eus an holl, goude ma n'eus roud ebet anezhañ e skridoù koshañ kembraek a ra meneg eus Arzhur.
Anavezet eo dre Lancelot ou le Chevalier de la charrette, ur romant bet skrivet gant Chrétien de Troyes etre 1177 ha 1181.
Ur skrid gallek all a bouez zo avat, al Lancelot-Graal, eus deroù an XIIIvet kantved.
Dont a ra Lanselod eus Breizh ha mab e oa d'ar roue Ban o Benioic en deus ur c'hastell e-tal ul lenn e Fforest Broseliawnd. Hector de Maris zo hantervreur dezhañ ha eontr dezhañ eo ar roue Bors. Tad eo d'ar marc'heg Galahad, ur marc'heg all da Arzhur.
Ar c'hoshañ skrid anavezet diwar-benn Lanselod eo hini Chrétien de Troyes, met sur eo e oa anavezet abretoc'h dre skridoù all. Meneget e oa bet e anv a-raok el levr Erec et Enide gant Chrétien, a skrive neuze e oa gwellañ marc'heg an Daol Grenn. Ouzhpenn-se e vije bet treuzskrivet Lanzelet alamanek Ulrich von Zatzikhoven diwar ur skrid provañsek savet gant un den anvet Daniel Arnaud, koshoc'h evit ar Chevalier de la Charette meneget a-us.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.