Lazarillo de Tormes
From Wikipedia, the free encyclopedia
La vida de Lazarillo de Tormes y de sus fortunas y adversidades ("Buhez Lazarillo de Tormes hag a-zivout e chañsoù hag e walleurioù"), brudetoc'h dindan an anv Lazarillo de Tormes zo ur romant spagnolek lizheriek disin bet moullet e 1554 d'an abretañ e Burgos. Emvuhezskrid ur bugel anvet Lázaro de Tormes eo, adalek e c'hanedigezh hag e vugaleaj reuzeudik betek e eured.
Lazarillo de Tormes | |
---|---|
Disin | |
Embannadur 1554 | |
Bro | Spagn |
Doare | Romant pikaresk |
Yezh | Kastilhaneg |
Lec'hiadur | Toledo, Alba de Tormes |
Bloaz | 1554 |
Stumm | Levr moullet |
Lakaet e vez Lazarillo de Tormes da ziaraoger ar romantoù pikaresk[1] en abeg da veur a elfenn : gwirvoudel eo, kontet eo er c'hentañ gour unan, ur c'hantread eo an haroz, meur a vestr en deus, gwazhweler ha kentelius eo ton ar skrid.
Aozer(ez) ar romant a ziskouez en un doare godisus ha didruez sioù ha pilpouzerezh kevredigezh ar mare, dreist-holl re ar veleien. Dre-se e voe berzet gant an Inkizision spagnol a-raok aotren ma vefe embannet ur gentel spurjet ; en XIXvet kantved e voe adembannet ar skrid en e bezh.