Lefkada (gresianeg a-vremañ : Λευκάδα), Leukas e henc'hresianeg (Λευκάς), zo unan eus an Inizi Ionian e Gres. En hanternoz da Itaka ha Kefalonia emañ, ha dezhi ur gorread a 305 km² ha 117 km aodoù. Stavrota eo Ar menez uhelañ enni, 1 158 m uhelder dezhañ.
Stag eo dre ur chaoser ouzh an douar-bras.

Thumb
Lec'hiadur Lefkada

Ar c'hêrioù pennañ eo Lefkada, ar gêr-benn, Nydri ha Vassiliki, daou borzh da vont da inizi Meganissi ha Kefalonia.

Meneziek eo an enez, ha strujus er reter hag er c'hreisteiz. Dirak aod ar reter ez eus enezennoù glas, evel Skorpios, Madouri ha Sparti. Serzh eo an aod kornôgel avat ha traezhennoù hir en he hed bep an amzer.


Istor

Lamm Lefkada zo un tornaod 72 metrad dezhañ a lamme an dud diwarnañ er mor en Henamzer pa vezent gant kleñved ar garantez.
Ar varzhez Sapfo en em lazhas eno abalamour da Faon.

Santa Maura e oa an anv italianek d'ar mare ma oa stag an enez ouzh Republik Venezia (betek 1797), ha goude Sainte-Maure e galleg. E 1800 e lakaet d'ur rann eus Republik ar Seizh-Enez.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.