Llanfair Talhaearn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Llanfair Talhaearn (skrivet ivez Llanfair Talhaiarn) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ er c'hreisteiz da gêr Abergele. E Sir Ddinbych e oa gwechall.
Redek a ra ar stêr Elwy dre ar gêriadenn, e-kreiz torgennoù koadek, gant Moel Unben (358 m) an hini uhelañ anezho, er c'hreisteiz.
E 2011 e oa poblet gant 1 070 a dud, ha 465 anezho (44,5%) a oa kembraegerien[1].