Marevezh Heian
From Wikipedia, the free encyclopedia
Marevezh Heian (japaneg : 平安時代 Heian jidai) a reer eus ar marevezh diwezhañ en Istor Japan klasel, a badas 391 vloaz adalek 794 betek 1185.
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.
Er bloaz 794, a-c'houde meur a wallreuz en e gêr-benn Heijō-kyō (Nara hiziv), an impalaer Kanmu (736-806, ren 781-806) en em stalias gant e lez e Heian-kyō (Kyōto hiziv), a chomas annez an impalaer betek 1868.[1] ; diwezh ar Marevezh Nara ha deroù ar Marevezh Heian e voe.
A-hed ar Marevezh Heian e skañvaas levezon sevenadurel Sina war Japaniz tra ma vevent "Oadvezh Aour" o sevenadur dezho dre ar varzhoniezh, al lennegezh hag al livouriezh ; d'ar mare-se e voe ijinet ar silabennaouegoù hiragana ha katakana gant maouezed al Lez, na oant ken desket e sinaeg hag ar wazed — en eil hanterenn ar Marevezh Heian e voe skrivet Genji Monogatari gant Murasaki Shikibu (紫式部, c. 978 – c. 1019 ).
Buan e voe ar c'hlann Fujiwara an hini galloudusañ el lez, dre euredoù gant tiegezh an impalaer pergen.[2] ; gantañ e oa ar galloud gwirion, kentoc'h eget gant an impalaerion.